Karget e voe raktal war an daou lestr ur bern bitailh evit an dud kaezh-se : boestadoù boued a bep seurt, kasedadoù gwispid, pallennoù-gwele, liñselioù, tinelloù bras, traoù apotikerezh, louzoù, bevennoù hag all, kinniget diouzhtu gant uhelverourien ar gouarnamant, renerien ar Groaz Ruz hag ivez pinvidikañ aotrounez Martinika.
Daoust ha ma klaske repu en he c’hambrig, eviti da stouvañ he divskouar [sic, divskouarn] hag he fenn kuzhet ganti dindan ar pallennoù[-]gwele, bepred e stage da zifroñkal ha da grial forzh he buhez adal ma kleve an tennoù o strakal.
Ur pennad goude e kollas e ballen-gwele, hag e rankis avañs arc'hant dezhañ evit e adprenañ !