1. Gwechad ruilhal.
Un tamm ruilhadenn a reas, met goude-se ne fiñvas ken.
HS. ruilh.
&
Ent strizh
Gwechad ruilhal ur voul ; gwechad stlepel ur voul a-ruilh.
Da Job ar ruilhadenn gentañ.
2. Gwagenn vras.
Ouzh ma divesker e tarzhe ur ruilhadenn hag a c'hlebie ma bragoù.
HS. tarzh, tarzh-mor.
Ar soudarded a vizas en ur c’hoapaat, o pariañ piv a skoje an eeunañ war ar penn ; ar vro a grozas gant trouz an tennoù fuzuilh, ar paourkeazh koueriad a gouezhas war e banez ; pemzek pe ugent boled en doa bet... Un tamm ruilhadenn a reas, mes goude-se ne fiñvas ken... Drailhet e oa e gorf !
Ar zoudarded a vizaz en eur c’hoapaat, o paria piou a skoche an eeuna var ar penn ; ar vro a grozaz gand trouz an tennou fuzil, ar paour keaz koueriad a gouezaz var he banez ; pemzek pe ugent bouled en doa bet... Eun tamm ruilladenn a reaz, mez goude-ze ne finvaz ken... Draillet oa he gorf !