I.
A.
1. Fiñv ar pezh a dro warnañ e-unan.
Ar paourkaezh loen a reas tri pe bevar ruilh hag a chomas eno difiñv. A-hervez en doa graet ar c'harr daou ruilh. Ur ruilh lagad.
&
Trl.
Ar ruilh eus al lestr : ar fiñv a ra a vabourzh da stribourzh hag an eneb pa vez amzer fall war vor.
2. Impl. da anv hollek.
Obererezh ruilhal ; trouz an traoù o ruilhal.
Ar ruilh eus an dour. Bremañ e klevan ruilh al lanv.
3. Dre skeud. (en e furm lies)
Pezh a c'hoarvez er vuhez gant ub., gant un aozadur, h.a.
Ruilhoù ar vreuriezh abaoe m'eo savet.
&
Ent strizh
Troioù-fall.
Ruilhoù ar Chouanted er vro.
4. Trl. (db. an dud, o obererezhioù)
Peseurt ruilh a ray ? : Penaos e tisoc'ho an afer, ar pezh a ra an den-se ?
5. Ober ur ruilh : diskuizhañ e-pad ur prantad.
Kousket pe da vihanañ ober ur ruilh a-raok kregiñ adarre.
B. (db. an traoù)
1. Ruilher.
2. Gwalenn a dalvez d'ar vugale da c'hoari.
3. PEMDEZ
Ur ruilh : ur pezh moneiz bras.
II.
Stn.
1. Maen-ruilh : mein bihan, a ruilh dindan an treid.
2. Dour-ruilh : an dour a red war an douar da heul ar glav.
III.
Tr. adv.
1. War ruilh : en ur ruilhal.
2. A-ruilh, a-ruilhoù : en ur ruilhal.
Ar bleiz a yeas a-ruilhoù da draoñ ar menez.
O tarc’haouiñ e zaou zorn en un taol e skoas ar roue kozh en o c’hilpenn Mandonios ha Tautamos hag o stlapas war ruilh an eil a-zehou, egile a-gleiz gant kement a nerzh ma voe damfreget ganto moger al logell ha ma chomjont astennet war an douar badaouet-holl.
O tarc’hoï e zaou zourn en eun taol e skôas ar roue koz en o c’hilpenn Mandonios ha Tautamos hag o stlapas war ruilh an eil a-zehou, egile a-gleiz gant kement a nerz ma voe damfreget ganto moger al logell ha ma chomjont astennet war an douar badaouet-holl.