Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
124
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. A. 1. Kouezhañ en ur dreiñ war an-unan. Gant un trouz spontus e tiruilhas un nebeud kerreg diouzh ar roz. E varc'h a ziruilhas un hanter-kant troatad donoc'h. 2. Dre ast. Kouezhañ. Un tenn a laoskis hag e tiruilhas ar skoul d'an traoñ mell-divell. Un ene ha na nij mui etrezek an Neñv war divaskell ar garantez a ziruilh buan d'an traoñ. 3. Impl. da ak. Skiant AN DIRUILHAL : red an dour war gorre an douar (an dour glav prl.). Feurioù an diruilhal. B. Dre ast. 1. (db. an dour) Kouezhañ gant nerzh ha trouz. Ne veze klevet nemet trouz an dour o tiruilhal war ar rodoù. Klevet e voe an douro saflikat hag o tiruilhal war al leur. 2. (db. ar mor, an tonnoù) En em strewiñ gant nerzh. Chapel Tronoen zo dispartiet diouzh ar mor gant ur vilienn ma tiruilh warni tarzhoù divent. Ar mor a ziruilhe. 3. (db. an dourredennoù, an dour) Redek gant kas bras. An dour-stêr liv melen a ziruilhe d'an aod gant ar stêr. Setu ma kaved gwazhioù karget mat o tiruilhal betek ar mor. 4. (db. dourennoù ar c'horf) Redek stank. Ar gwad a ziruilh diwar gouzoug ar sant. Diruilhal a ra an dour-c'hwezenn diwar o zal. C. Dre skeud. 1. (db. an dud) Diskenn buan-tre. Diruilhet out d'an traoñ ! 2. Degouezhout trumm. Diruilhal a rejont war ar blasenn. An enebourien o tiruilhal war hol linennoù. 3. En em strewiñ stank-tre, gant nerzh, evel ur wagenn. Petra int e-kichen ar froudad kelaouennoù gallek a ziruilh war Breizh bemdez-Doue ? Tonioù ha komzoù galleg a ziruilh bremañ eus Pariz. 4. (db. ar brezel) Kregiñ. Sede ur brezel o tiruilhal. DHS. tarzhañ. 5. (db. ar blev) Bezañ dispaket, a-ispilh. Blev melen a ziruilhe eus he fenn war he divskoaz. DHS. fuilhañ. II. V.k.e. 1. Lakaat (udb.) da gouezhañ ha da vont war-raok o vountañ warnañ. Pa vez enk warno, e tec'h ar pevar breur war ur roc'hell hag e tiruilhont mein war o enebourien. 2. Dre skeud., barzh. Astenn. An deil er gwez zo diloc'h hag an oabl a ziruilh ur pallenn gwenn evel gloan. III. Tr. av. RUILHAL-DIRUILHAL, RUILHAL HA DIRUILHAL. A. V.g. 1. (db. an traoù) Mont eus an eil tu d'egile war ruilh. Trouz ebet nemet trouzig an delioù sec'h o ruilhal-diruilhal war ar wenodenn. Ur pod-houarn a ruilh hag a ziruilh e-mesk ar podoù all. 2. (db. an hou!) Gwagenniñ. Abaoe war-c'horre ar gêr liñvet e ruilh-diruilh an houlenn-vor. B. V.k.e. 1. Kas eus an eil tu d'egile war ruilh. Tra ma kas e c'hourdrouz e ruilh-diruilh ar mor e houlennoù eus an dremmwel betek an aod. Rankout a rae ar baotred ruilhal-diruilhal start ar bolc'h dindan o botoù d'o digeriñ. 2. (db. pajennoù) Treiñ dibaouez. Ruilhal ha diruilhal ar paperoù-se ha sellet outo. 3. Dre skeud. Na baouez a soñjal (e). Ar bugel a zle ruilhal ha diruilhal en e spered ar pezh en do desket ha klevet.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Ar sklerijenn-se ne bade ket pell ; mont a rae kuit, ha prest goude ar c’hloc’h a sone adarre, ha neuze ne gleved nemet son ar c’hloc’h e-kreiz trouz ar biliennoù a ruilhe hag a ziruilhe diwar an eil roc’h war eben.

1877
Référence : EKG.I. p.95-96

Ar mor, e-barzh ar porzh, a sav, a c’hwezh ; en em astenn, en em ledañ a ra war an traezh, en-dro dezhi ur c’houriz wenn dantelezet, dantelezet gant ar wagennoù pere en em blege, en em zisplege, a frege, a zifarlee, en ur diruilhañ o [g]arlantezennoù eonennus.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

Ar vag vihan a zo friket war ar pont ; an delezioù, ar roñvioù a ruilh, a ziruilh, a-dreuz hag a-hed.

1925
Référence : BILZ2 p.172

Un darvoud kaer a oa tu da welout d'ar mare-se e Sassandra : ul linenn a-ziforc'h fraezh-meurbet a oa etre an dour-mor hag an dour-stêr liv melen a ziruilhe d'an aod gant ar stêr Sassandra goude bezañ diswalc'het diabarzh ar vro ma oa d'ar pred-bloaz-mañ mare ar glaveier bras, bremañ ma oa aet an heol tost da vat en e bellañ diouzh tu an Norzh.

1985
Référence : DGBD p18

En noz a-raok na guitais Beg Esteiras, e oa bet ur barre-arne mat, setu ma kaved gwazhioù karget-mat o tiruilh betek ar mor.

1985
Référence : DGBD p110

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux