Gwechall gozh e krede d’ar bobl e chome an douar e-pign ouzh un tortis tev-tev ; hervez darn all, e oa harpet ouzh ur pezh pikol peul, ha bremañ diouzh klevout an dud desket, emañ o ruilhal-diruilhal e-touez bernioù stered lostek pe dilost, heolioù marv an tan enno pe war enaou, met an holl anezho mil ha kant mil gwech brasoc'h eget hor planedenn-ni.
Un darvoud kaer a oa tu da welout d'ar mare-se e Sassandra : ul linenn a-ziforc'h fraezh-meurbet a oa etre an dour-mor hag an dour-stêr liv melen a ziruilhe d'an aod gant ar stêr Sassandra goude bezañ diswalc'het diabarzh ar vro ma oa d'ar pred-bloaz-mañ mare ar glaveier bras, bremañ ma oa aet an heol tost da vat en e bellañ diouzh tu an Norzh.
En noz a-raok na guitais Beg Esteiras, e oa bet ur barre-arne mat, setu ma kaved gwazhioù karget-mat o tiruilh betek ar mor.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dirukel