I.
G.
Gwechad sec'hañ.
Ober ur sec'h d'e dal gant kil e zorn. Ober ur sec'h d'e fri.
II.
H.g.
1. Ribl ur stêr, ul lenn, h.a., el lec'h ma n'eus ket a zour.
Bec'h a-walc'h o doe o klask tapout ar sec'h.
2. Trl.
WAR AR SEC'H, ER SEC'H : er-maez eus an dour.
Sachañ ar vag war ar sec'h, er sec'h.
[1877] Din-me eo mall mont kuit, rak bremaik e chomo va bag er sec’h.
&
Trl. skeud.
Skeiñ, chom, menel war ar sec'h : c'hwitañ war e daol.
3. Trl.
Ar glaz hag ar sec'h : pep tra.
Ma sistr ha ma anduilhenn a fell dezho, ar glaz hag ar sec'h na petra 'ta.
« Gra, bihanig, diwar ar sec'h / Ul lammig krenn, ul lamm em sac'h. »
« Gra, bihanik, diwar ar zeac'h / Eul lammik krenn, eul lamm em zac'h. »
1867
Référence :
MGK
p41
P’en em gavjont, al lestr a yoa er sec’h, mes lanv a yoa hag a-barzh nemeur 'oa mor a-walc’h da vont kuit.
P’en em gafchont, al lestr a ioa er zeac’h, mez lano a ioa hag abarz nemeur oa mor avoualac’h da vont kuit.
1877
Référence :
EKG.I.
p.24
Din-me eo mall mont kuit, rak bremaik e chomo va bag er sec’h.
Din-me eo mall mont kuit, rak bremaik e chommo va bak er zeac’h.
1877
Référence :
EKG.I.
p.221
Kerkent hag en em gavet, e taoljont an eor dirak un enezenn e-kreiz an aven ; dilestrañ enni kement a oa e-barzh ganto a rejont, enaouiñ tan ha stlejañ o listri war ar sec’h da sellout ouzh ar c’horf anezho ha d’ober un aozañ dezho diouzh ma vije ret.
Kerkent hag en em gavet, e taoljont an eor dirag eun enezenn e-kreiz an aven ; dilestra enni kement a oa e-barz ganto a rejont, enaoui tan ha stleja o listri war ar sec’h da sellout ouz ar c’horf anezo ha d’ober eun aoza d’ezo diouz ma vije red.
1923
Référence :
SKET
p.98
« En ouf-mor eus an aod-kornog a reer anezhañ « Ec’hoazlec’h ar Reuniged » ez eus, war ar sec’h, ur vag diwern ha diouel, hag enni ur roeñv hepken.
« En ouf-mor eus an aod-kornog a reer anezan « Ec’hoazlec’h ar Reuniged » ez eus, war ar sec’h, eur vag diwern ha diouel, hag enni eur roenv hepken.
1924
Référence :
SKET.II
p.37
Yann ar sec'h
1931
Référence :
VALL
pg avare
'[H]ed ar pred e veze evet sistr ha gwin, goustadik da gentañ, gant ober tammoù « komplimañchoù », hardishoc'h goude an anduilh a zigase sec'h, lipr-ha-lipr gant ar rost ; skarzhet ar gwer en ul lonkadenn gant ar madigoù[.]
'hed ar pred e veze evet sistr ha gwin, goustadik da genta, gant ober tammou « komplimañchou », hardisoc'h goude an anduilh a zigase sec'h, lipr-ha-lipr gant ar rost ; skarzet ar gwer en eul lonkadenn gant ar madigou ;