Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Fetis 1. Roud, merk lezet gant ub., udb. Bez' edont o klask ur ster bennak d'al loen a oa bet kollet. N'eus ster ebet eus ar c'hastell-se, n'eus ster ebet anezhañ. Ne welan ster ebet anezho. HS. tres. 2. Na c'houzout ster ebet eus udb. : na c'houzout netra diwar e benn. II. Difetis (db. ar c'homzoù, ar skridoù) 1. Keal geriet gant un termen, ur stroll termenoù. N'eo ket fraezh ster ar ger "Istor" e speredoù an holl. En aner e klaskfed ur ster bennak d'e gomzoù. & Trl. Komzoù daou ster : a c'hall bezañ komprenet a-dreuz. 2. Keal, hollad kealioù a ya d'ober ar pezh a vez meizet gant ub., eus un ober, un obererezh, un darvoud, h.a. Ne gomprene ket ster hor stourm. Petra eo ster ar vuhez ? N'eus netra hep ster don. III. Trl. (en e furm lies) Ober sterioù : ober ardoù. HS. geizioù, kamambre.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

An anvioù kêrioù ha kreñvlec’hioù meneget amañ hag er pajennoù da heul n’eus ster ebet anezho e skridoù an Henamzer.

1923
Référence : SKET p.118

"ster" g. [...] (yezh Treger ; kembraeg "ystyr")

1924
Référence : SKET.II p.141 « Geriadurig », "Sens, signification".

E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".

1929
Référence : SVBV p6

ster

1931
Référence : VALL pg aperçu

"Rannvroadel" a vije bet ar ger reizh. Mes c'hoant hor boa kentoc'h da dostaat ouzh ar ster 'national'.

1944
Référence : EURW.1 p69

Ar c'homzoù-se a zo enno ur ster kuzh...

1949
Référence : SIZH p.55

Ar maouezed, Kaourintin, e-giz ar bleunioù o livioù koant, a zo anezho, e melezour ar bed-mañ, un damskeud eus Kened an Aotrou Doue. Hag ar ster-se an hini a ranker meizañ er veuleudi a vez graet d'o charmantiz gant barzhed ar Bed.

1949
Référence : SIZH p.55

"Lakaomp e vije an traoù evel arlakaet ganeoc'h, arlakaomp e vije bet - lavaromp - muntret Jekyll, petra a c'hallfe broudañ ar muntrer da chom amañ ? An dra-se n'en deus ster ebet, diboell a-grenn eo."

2012
Référence : DJHMH p.65

M'emaoc'h o terc'hel sez sokial un embregerezh hag a zo kablus eus un dra spontus war dachenn an endro, eo ret d'an arvesterien, pe d'ar c'hazetenner deuet da dennañ ar poltred da glokaat e bennad, kompren ster an obererezh e-korf ul lajadig, a-drugarez d'ur skeudenn nemetken [...]

2015
Référence : DISENT p81

Eus bezañ efedus a zo kaoz amañ c'hoazh: seul greñvoc'h e vo ur strollad, ha seul efedusoc'h un dibab graet gantañ, ma vez dibabet an dra-se gant an holl a-unan. Da lâret eo kemer e kont an holl arlivioù ster degaset gant an eil re hag ar re al, betek kaout asant tout an dud pe dost.

2015
Référence : DISENT p28

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux