E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".
ster
Ar c'homzoù-se a zo enno ur ster kuzh...
Ar maouezed, Kaourintin, e-giz ar bleunioù o livioù koant, a zo anezho, e melezour ar bed-mañ, un damskeud eus Kened an Aotrou Doue. Hag ar ster-se an hini a ranker meizañ er veuleudi a vez graet d'o charmantiz gant barzhed ar Bed.
"Lakaomp e vije an traoù evel arlakaet ganeoc'h, arlakaomp e vije bet - lavaromp - muntret Jekyll, petra a c'hallfe broudañ ar muntrer da chom amañ ? An dra-se n'en deus ster ebet, diboell a-grenn eo."
M'emaoc'h o terc'hel sez sokial un embregerezh hag a zo kablus eus un dra spontus war dachenn an endro, eo ret d'an arvesterien, pe d'ar c'hazetenner deuet da dennañ ar poltred da glokaat e bennad, kompren ster an obererezh e-korf ul lajadig, a-drugarez d'ur skeudenn nemetken [...]
Eus bezañ efedus a zo kaoz amañ c'hoazh: seul greñvoc'h e vo ur strollad, ha seul efedusoc'h un dibab graet gantañ, ma vez dibabet an dra-se gant an holl a-unan. Da lâret eo kemer e kont an holl arlivioù ster degaset gant an eil re hag ar re al, betek kaout asant tout an dud pe dost.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ster