Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Emgann. Morvan a voe lazhet e-kreiz ur stourmad. Er brezel-se e voe daou stourmad. HS. kann (H.b.), krogad. 2. Pennad stourm. Stourmad ar vicherourien. N'eo an tabutoù politikel netra nemet stourmadoù aner ha didalvoud. Ar marv eo an termen eus ar stourmad diwezhañ. 3. NEVEZ Hollad obererezhioù, berr a-walc'h e bad prl., zo e bal levezonañ meno an dud. Ur stourmad gwask. Ur stourmad dilennel.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

stourmad

1850
Référence : GON.II.HV pg stourmad

Tiegezhioù a-bezh, hag int savet, d’ar beure, en o c’haerañ gant livioù ar vuhez, e-kreiz levenez ha c’hoarzh, flastret ma ’int bet dindan tousmac’h ar stourmadoù, o c’haver d’an noz yen ha dilavar dindan divaskell zu Katubodua.

1923
Référence : SKET p.20

Un darn anezho, damesaet, a vev er peurvanoù hag a ro d’ar Vroad Illur o laezh, o gloan, o lêr, o c’hig hag o c’herniel ; ar re-all, pleustret ha desket, a denn hec’h ogedoù hag hec’h eler, a stlej he c’hirri-emgann, he c’hirri-samm, he c’hirri-bale, a zoug he brezelourien a stourmad da stourmad hag a drec’h da drec’h.

1923
Référence : SKET p.55

Enket en ur c’hognad eus an enezenn, goude un taer a stourmad, ne voe ket hir ma voent lazhet holl, an daouzek a oa anezho, gant o rener.

1923
Référence : SKET p.135

Embreger meur a stourmad

1923
Référence : SKET p.174, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Livrer plusieurs batailles".

Gwelout a reas ar bugelig kousket. Mat e kavas e gemerout da advab ; e vennigañ a eure hag e lavaras : « Bravat skor e vo ar bugel-mañ d’an doueed en o stourmad ouzh ar ramzed du ! »

1924
Référence : SKET.II p.9

Al labour-bemdez ker kalet bennak hag e ve, stourmad pep deiz-goulou, ken divrud bennak hag e vefe d’it da welout, dinec’h, dilaosk, diheug ha diglemm o c’hasi da vat, sart, laouen, en ur c’hoarzhin.

1924
Référence : SKET.II p.31

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux