I.
H.b.
1. Obererezh stourm graet a-stroll.
Stourmadeg an dud yaouank a zlee tennañ d'ar sord.
2. Dre skeud.
Stourm diabarzh arvarus ha luziet.
Mari a chome sebezet; me a gred e oa stourmadeg en he c'halon.
II.
B.
Gwechad stourm graet a-stroll.
Ur stourmadeg dibaouez.
HS. gourenadeg.
A ! gwell a se ! Ar jeneral Canclaux a vezo fouge ennañ, rak da veleien ar vro-mañ e tamall stourmadeg an dud yaouank a dlee tennañ d’ar sort, pennkaoz eus a emgann Kergidu hag eus a varv kalz ac’hanomp-ni.
Ah ! guell a-ze ! Ar jeneral Canclaux a vezo fouge enn-han, rak da veleien ar vro-man e tamall stourmadek an dud iaouank a dlie tenna d’ar zort, penn-kaoz euz a emgann Kergidu hag euz a varo kals ac’hanomp-ni.
1878
Référence :
EKG.II
p.154
Ha ne voe tra evit o herzel en o c’herzhadeg war-du ar C’huzh-heol, ha bezañ ar gerzhadeg-se, anat a-walc’h, ur stourmadeg dibaouez.
Ha ne voe tra evit o herzel en o c’herzadeg war-du ar C’huz-heol, ha beza ar gerzadeg-se, anat a-walc’h, eur stourmadeg dibaouez.