Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Obererezh stourm graet a-stroll. Stourmadeg an dud yaouank a zlee tennañ d'ar sord. 2. Dre skeud. Stourm diabarzh arvarus ha luziet. Mari a chome sebezet; me a gred e oa stourmadeg en he c'halon. II. B. Gwechad stourm graet a-stroll. Ur stourmadeg dibaouez. HS. gourenadeg.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

A ! gwell a se ! Ar jeneral Canclaux a vezo fouge ennañ, rak da veleien ar vro-mañ e tamall stourmadeg an dud yaouank a dlee tennañ d’ar sort, pennkaoz eus a emgann Kergidu hag eus a varv kalz ac’hanomp-ni.

1878
Daveenn : EKG.II p.154

Mari a chome sebezet ; me 'gred [e] oa stourmadeg en he c’halon ; c’hoant he doa da chom c’hoazh war an douar da sevel he bugaligoù — ha n'eo ket souezh — hag evelato he c’houstiañs a rebeche dezhi e oa laosk.

1878
Daveenn : EKG.II p.259

Ha ne voe tra evit o herzel en o c’herzhadeg war-du ar C’huzh-heol, ha bezañ ar gerzhadeg-se, anat a-walc’h, ur stourmadeg dibaouez.

1923
Daveenn : SKET p.139

stourmadeg ouzh

1931
Daveenn : VALL pg agression (en groupe)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial