Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.d. STOURM OUZH UB., UDB. A. (db. an dud) 1. Strivañ dre heg da drec'hiñ ub. pe ur reizhiad bnk. Kendelc'her a reont da stourm ouzh an alouberien. 2. Mont a-enep ub. Un nebeud selaouerien a stourmas ouzh ar prezeger. Stourm ouzh ub. evit udb. : kevezañ gantañ evit kaout an dra-se. 3. Herzel ouzh, strivañ a-enep udb. Ret eo dit stourm ouzh an tech-se. Gorrek ez aent o stourm ouzh an avel. Stourm ouzh ar c'hoant kousket. B. (db. an traoù difetis) Bezañ ur skoilh evit ub. D'e veno e stourm an darvoudoù outañ. II. V.g. 1. Enebiñ. Ne dalvez ket ar boan dit stourm. DHS. difretañ, dispac'hañ. HS. herzel. 2. Bezañ oheriant a-du gant udb. (a gaver reizh). Dalc'homp da stourm evit ar brezhoneg. Ar bobl-se a stourm kalonek da zifenn he frankiz. Ar re-se a stourm evit ma vo roet dezho o lod. 3. (db. ar glav, an avel) Ober. Pa zeu ar glav da stourm. III. ROUEZ STOURM OUZH UB. E/PENAOS + un islav. diskuliañ (dirak un islav. diskuliañ degaset gant ar rn. v. "e" pe gant "penaos") Lavaret udb gant nerzh evit ma vo kendrec'het ub. eo gwir. [1924] [M]et kaer o devoa bet Bilzig hag an daou all stourm ouzh o mamm e oant bet tamallet hep abeg, Izabel a dapas krog en un tamm kordenn voan. [1924] A-dra-sur, ma selaouit tud ar vro : stourm a r[e]font ouzoc’h, ha start, penaos n’eus, tro-war-dro, iliz ken kaer hag o iliz, tour ken dantelezet hag o hini, kleier da ganañ ken seder, ken dudius hag o re.

Skouerioù istorel : 
44
Kuzhat roll ar skouerioù

stourm

1499
Daveenn : LVBCA p188 (bastailler)

« Ha me a gontragnez hep nep sperañs a saler da gombatiñ oute, hogen Jezuz-Krist pehini eo sperañs ha kurun ar re a stourm evitañ, hennezh am rekompañso hag em salero[. »]

1576
Daveenn : Cath p13

stourm ouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg assaillir, attaquer, (s') opposer

stourm ouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg batailler

stourm ha faezhañ pe trec'hiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rembarer

stourmet

1732
Daveenn : GReg pg (s')acharner, combattre, escarmoucher

binimañ ouzh ur re

1732
Daveenn : GReg pg (s')acharner

stourmañ an eil oc'h egile

1732
Daveenn : GReg pg (se) chamailler

stourmañ

1732
Daveenn : GReg pg combattre

stourmet an eil oc'h egile

1732
Daveenn : GReg pg (se) chamailler

stourm

1732
Daveenn : GReg pg combattre

stourmet

1732
Daveenn : GReg pg combattre

stourmañ

1732
Daveenn : GReg pg escarmoucher

stourmañ ouzh

1732
Daveenn : GReg pg assaillir

stourmiñ

1850
Daveenn : GON.II pg stourmi

stourmiñ

1850
Daveenn : GON.II pg stourmi

stourmet

1850
Daveenn : GON.II pg stourmi

Ur perzh fall e ve deomp klask stourm oc'h ur seurt maout.

1867
Daveenn : MGK p104

Ouzh bugale aze e chomit da sellet, pa dlefec'h labourat, miret na vec'h kollet; rak mont da goll a rit ha kollet e vezoc'h, stourm ouzh kement zo fall pa ne fell ket deoc'h

1867
Daveenn : MGK p3

D’ar mareoù-se, 'oa dija aet bras war e oad, ha bokedoù ar garnel a c’holoe e benn, ar pezh ne vire ket outañ da gaout ur galon domm ha leun a nerzh evit stourm ouc’h ar falskredennoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.180

Hec’h-unan-penn e stourme ez kadarn ouzh an hedoù dalc’hmat nevezet eus armead orgedus an Amc’houlou.

1923
Daveenn : SKET p.114

« Gouenn ar Gelted, an arzh hag an tourc’h-gouez a eveshaas outi, — En Amzer-gent ; — P’en doa pellaet an Tad da stourm ouzh ar bleizi [...]».

1923
Daveenn : SKET p.34

[M]et kaer o devoa bet Bilzig hag an daou all stourm ouzh o mamm e oant bet tamallet hep abeg, Izabel a dapas krog en un tamm kordenn voan.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

A-dra-sur, ma selaouit tud ar vro : stourm a r[e]font ouzoc’h, ha start, penaos n’eus, tro-war-dro, iliz ken kaer hag o iliz, tour ken dantelezet hag o hini, kleier da ganañ ken seder, ken dudius hag o re.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("kleier" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

Izabel a oa plac’h a-benn hag a galon. Ret eo d’ei bevañ, arabat eo d’ei en em leuskel da vont gant ar glac’har. Nann ! nann ! Ret eo d’ei delc’her penn, enebiñ, stourm, gounit he bara hag hini he bugale.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.840 (Miz C'hwevrer 1924)

N’eus na loen ferv da stourm outo, na enebour da zizarbenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.72

stourm ouzh

1931
Daveenn : VALL pg affronter, assaillir

Marteze, va lennerion ger, hoc’h eus tremenet meur a nozvezh hep kousket gant an droug-penn, pe an droug-kof, pe an droug-divskouarn a oa o stourm ouzhoc’h.

1944
Daveenn : ATST p.48

Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet ["mouzhet"] betek an hini diwezhañ.

1944
Daveenn : ATST p.12

Gab Winamant, ma zad-iou a en em engouestlas e bagad chouanted Herri de Saizy, hag a chomas pevar pe bemp bloaz gant ar fuzul war e chouk, da stourm evit « ar Feiz hag ar Vro ».

1944
Daveenn : EURW.1 p9

N'o doe ket a zigarez da stourm : ar brezel a baouezas e miz C'hwevrer 1871, ha da viz Meurzh, ma zad hag e soudarded a bignas en hent-houarn da zistreiñ da Gemper hag ac'hano pep hini d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

Ni 'oa eizh kañfard diskord, bepred o stourm ouzh ar vestroù en ur c'hiz pe un all ; Pêr an Ozhac'h, a Voulvriag, mab an douger-lizhiri ; Andrev Bienfait, mab noter Plougonver ; Ar Gov, eus Ploueg ; Ar Bourc'hiz, a Skiñvieg ; Ar C'hozaned hag ar Gwilhoù, eus Bear ; Aogust ar Roc'h, eus Karnoed ha me.

1944
Daveenn : EURW.1 p42-43

Da stourm hor boa ouzh brizhsoñjennoù aotrounez diwezhat, hag ouzh beleien disfizius, ne oant ket sur petra ‘oamp o klask.

1944
Daveenn : EURW.1 p.206

An embregerezh diwezhañ a rejomp kent kimiadiñ diouzh Sant-Brieg a oa war ar sujed-mañ : « Kerzhout da Bontreo, evit stourm ouzh ur strollad Saozon « diskennet war an oad, o soñjal tapout Plourivo ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.198-199

Ouzhpenn "en em gannañ", e talvez ivez ar ger-se kement hag "enebiñ", "ober ar penn fall".

1960
Daveenn : PETO p87

« Direizh eo ar paotrig, ne ra nemet disentiñ ha stourm ouzh e vamm. »

1960
Daveenn : PETO p87

Stourmet 'm eus outo start d'ampellañ c'hoazh an deiz, / An deiz enkrezus-mañ, ma dibab 'vo ret deoc'h / Etre sujañ d'an urzh pe, en abeg d'ar Feiz, / Nac'h touiñ dre ho le ha koll frankiz ha peoc'h.

1960
Daveenn : PETO p15

E widre ma laka chalet ; / Dre guzh e stourm kreñv ha kalet, / Da fall e tro bremañ an traou / Hag ouzhin 'ra ar gwashañ gaou.

1960
Daveenn : PETO p30

An tennoù ' strak, ar gwad a red ; / Ar marv doujañ[,] n'eo ket ret / Pa[,] 'vit ar frankiz[,] ' stourmer holl / Gant kalon[,] ma ned ay da goll.

1960
Daveenn : PETO p72

Ur strollad a stourm ma vo divadezet straedoù ar varc'hadourien sklaved.

2015
Daveenn : DISENT p76

Stourmet e vo en ur mod difeuls-tre, hep kasoni na fulor ; diskouezet e vo pegen poellek eo hon arguzennoù, pegen mennet ez omp, pegen mallus eo an traoù ha penaos n'eus ket tu da cheñch anezhe e mod all.

2015
Daveenn : DISENT p82

Pouezus eo e vefe ar stourmerien en o bleud evit o surentez... koulz hag evit o flijadur da stourm.

2015
Daveenn : DISENT p112

Abalamour d'an dra-se ne vo ket lakaet ar gaoz en ur mod peurreizh amañ war ar [an] doareoù disheñvel da stourm difeuls.

2015
Daveenn : DISENT p53

Goude ma n'en lavar ket e vev dibaouez gant an aon ma ve digresket c'hoazh ma gopr rak neuze ne vije ket evit stourm ken.

2015
Daveenn : EHPEA p25

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial