Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. Estl. (impl. e-unan pe adlavaret) Termen a reer gantañ da zrevezañ un trouz o strakal a-greiz-holl (ur morzhol o skeiñ, ur brank o terriñ, ur skourjez o strakal, h.a.). Tak ! Lammet e voe fri an delwenn gant un taol mailh. & Tak tak ! : troienn a reer ganti da zrevezañ trouz ub. zo o skeiñ ouzh an nor. Tak ! Tak ! a vez klevet war an nor. & Tak ha tak ! : troienn a reer ganti da zrevezañ trouz ar vederien o lemmañ o filc'hier. & Tak tak tak ! : troienn a reer ganti da zreveziñ un trouz ingal a zegas da soñj eus trouz ar momeder. Tak tak tak ! evel momeder an horolaj. DHS. dao, tao, tik-tak. 2. Impl. da ak. TAK TAK : trouz ingal a vez roet da glevet gant udb. zo o strakal pe o skeiñ. Ne veze klevet nemet tak tak ar vilin. HS. tik-tak.

Exemples historiques : 
1
Masquer la liste des exemples

A-vec'h - a-bouez - ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Masalia. Ar marc'h-du a roc'he hag a strevie gwashoc'h eget un imbod : Tik ! ha Tik ! Tak ! ha Taka ! Taka ! Puf ! Puf ! Stsss ! Stsss ! emezañ en ur deurel elfennoù tan, moged glas ha dour berv dre e fronelloù ha dre e c'heol ha kaoc'h-houarn gant e ziadreñv.

1929
Référence : SVBV p11

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux