1. Estl. (impl. e-unan pe adlavaret)
Termen a reer gantañ da zrevezañ un trouz o strakal a-greiz-holl (ur morzhol o skeiñ, ur brank o terriñ, ur skourjez o strakal, h.a.).
Tak ! Lammet e voe fri an delwenn gant un taol mailh.
&
Tak tak ! : troienn a reer ganti da zrevezañ trouz ub. zo o skeiñ ouzh an nor.
Tak ! Tak ! a vez klevet war an nor.
&
Tak ha tak ! : troienn a reer ganti da zrevezañ trouz ar vederien o lemmañ o filc'hier.
&
Tak tak tak ! : troienn a reer ganti da zreveziñ un trouz ingal a zegas da soñj eus trouz ar momeder.
Tak tak tak ! evel momeder an horolaj.
DHS. dao, tao, tik-tak.
2. Impl. da ak.
TAK TAK : trouz ingal a vez roet da glevet gant udb. zo o strakal pe o skeiñ.
Ne veze klevet nemet tak tak ar vilin.
HS. tik-tak.
A-vec'h - a-bouez - ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Masalia. Ar marc'h-du a roc'he hag a strevie gwashoc'h eget un imbod : Tik ! ha Tik ! Tak ! ha Taka ! Taka ! Puf ! Puf ! Stsss ! Stsss ! emezañ en ur deurel elfennoù tan, moged glas ha dour berv dre e fronelloù ha dre e c'heol ha kaoc'h-houarn gant e ziadreñv.
A-vec'h - a-bouez - ma oamp gourvezet hon-daou, an treñ a loc'has evit mont etrezek Massalia. Ar marc'hdu a roc'he hag a strevie gwasoc'h eged eun nimbot : Tik ! ha Tik ! Tak ! ha Taka ! Taka ! Puff ! Puff ! Stsss ! Stsss ! emezañ en eur deurel elfennou tan, moged glas ha dour bero dre e fronellou ha dre e c'heol ha kaoc'h-houarn gand e ziadreñv.