Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. G. 1. Spesad frouezh. Ne dalvez tra ar frouezhioù-mañ. & Dre ast. (en e furm lies) Eost. Frouezhioù an douar. 2. Disoc'h un obererezh. Ne dennont frouezh ebet anezhi. Ho labourioù o tougen ur frouezh burzhudus. 3. Bugel e kement ha ma'z eo disoc'h ar gouennañ pe ar genel. Ar frouezh e kof ur vamm. Ar gwragez a zoug frouezh. Ar frouezh he deus ganet ur vaouez . II. H.g. Dre let. 1. Disoc'h, heuliad. Frouezh an dispriz taolet warni a weler e pep lec'h. & Trl. (db. ul labour, un obererezh) Teuler frouezh : bezañ spletus e zisoc'h. & Dougen frouezh d'ub. : bezañ spletus d'ub. & Dastum frouezh udb. : tennañ splet eus udb. Dastum frouezh an trec'h. 2. Hollad an diskennidi. Lavaret en deus e vije gounezet en-dro, ganto ha gant o frouezh, o c'hadorioù kollet.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

M. Piv en deus-i [sakramantoù an iliz] bet instituet ? D. Jezuz Krist, hor Salver benniget. M. Pe evit tra ? D. Evit ar yec'hed hag ar satisfaksion eus hon eneoù, hag evit aplikañ deomp ar frouezh hag ar meritoù eus e Basion ha komunikañ ouzhomp e c'hrasoù.

1622
Référence : Do. p38

D. Me hoz salud, Mari leun a c'hras, an Aotrou zo geneoc'h, binniget oc'h entre an holl wragez, ha benniget an frouezh [ag] hoz korf Jezuz. Santez Vari, mamm da Zoue, pedet evidomp-ni pec'hezrien, bremañ hag en eur an marv. Amen.

1622
Référence : Do. p20

frouezh

1659
Référence : LDJM.1 pg fruit

M. Leveret-hi [an Ave Maria] e brezhoneg ? Me ho salud, Mari, leun a c'hras, an Aotrou zo geneoc'h, binniget ez oc'h etre an holl wragez, ha binniget eo ar frouezh eus ho kof, JEZUZ. Santez Vari, Mamm da Zoue, pidit evidomp-ni pec'herien, bremañ, hag en eur hor marv, Amen.

1677
Référence : Do. p21

ar wezenn a zouge ar frouezh a vuhez er baradoz terest

1732
Référence : GReg pg arbre

koll he frouezh

1732
Référence : GReg pg (faire de fausses) couches

frouezh

1732
Référence : GReg pg fruit (p.)

frouezh

1850
Référence : GON.II pg frouez

frouezhoù

1850
Référence : GON.II pg frouez

Ne zeuent ket evel hiziv, da heul goursav e-kreiz lidoù-gouel pe emgann, pe da frouezh hirstudi, lavarennoù-hud, karmoù, breoù, strobinelloù.

1923
Référence : SKET p.76

Frouezh d’an digalonegezh, d’an diegi, d’an diouiziegezh ne vo biken an nav fennvad, hogen frouezh d’ar galonegezh, d’al labour, d’ar stourm, d’ar ouiziegezh.

1924
Référence : SKET.II p.28-29

koll he frouezh

1931
Référence : VALL pg avorter

- Me ho salud, Mari, leun a c'hras, an Aotrou Doue 'zo ganeoc'h, binniget oc'h etre an holl wragez, ha binniget eo frouezh ho korf, Jezuz !

1949
Référence : SIZH p.63

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux