Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. [1927] (db. ar binvioù a dalvez da droc'hañ) N'eo ket lemm e lavnenn. Bouc'h eo da gontell, da heskenn. HS. dall, togn. 2. Dre ast. (db. an ardivinkoù) Ned a ket mat en-dro. Erru eo bouc'h ma marc'h-houarn. 3. (db. liv an an amzer) [1927] Tomm ha gleborek war an dro. Bouc'h eo an amzer hiziv. HS. pounner. 4. (db. al liñvennoù) N'eo ket sklaer, zo gouelezennoù ennañ. Un tamm eo bouc'h liv ar sistr. ES. Boull. II. 1. (db. an danvezennoù, an douar, ar plant) [1927] Diaes da labourat, da embreger, da zilec'hiañ. Traezh bouc'h da vale. Ed, geot bouc'h da droc'hañ. Douar bouc'h da labourat. 2. (db. ar bara) [1927] Kalet. Bara bouc'h da droc'hañ. 3. Dre ast. [1954] Chom a ris da dermal un toullad devezhioù hep disac’hañ va samm gant aon rak anwaziñ ar paour kaezh kozh e oan bet savet ganti, met ur gudenn all kalz bouc’hoc’h am boa da ziluziañ, kudenn an arc’hant, ha setu pelec’h en em gaven war ar c’hraf-se. III. (db. an dud) 1. [1931] Diaes dezhañ fiñval, gorrek da vont war-raok. ES. lañsus. 2. Pout e spered. Ur bugel bouc'h da zeskiñ. 3. Trl. [1927] Bezañ bouc'h : en em gavout sac'het a-greiz e gomz pe en ur c'hoari, bezañ koll. & [1927] Bezañ bouc'h : bezañ lakaet diaes-bras, en ur stad ma vezer enket ha ma n'haller ket respont.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

bouc'h

1927
Référence : GERI.Ern pg bouc'h

bouc'h da droc'hañ

1927
Référence : GERI.Ern pg bouc'h

bouc'h da zeskiñ

1927
Référence : GERI.Ern pg bouc'h

bouc'h

1931
Référence : VALL pg (le contraire de qui donne de l')avantage

BOUC'H : tenn, diaes d'ober.

1955
Référence : VBRU p.190 GERIOU TREGERIAT RIK

Chom a ris da dermal un toullad devezhioù hep disac’hañ va samm gant aon rak anwaziñ ar paour kaezh kozh e oan bet savet ganti, met ur gudenn all kalz bouc’hoc’h am boa da ziluziañ, kudenn an arc’hant, ha setu pelec’h en em gaven war ar c’hraf-se.

1955
Référence : VBRU p.3

L'Office public de la langue bretonne