I.
1. [1927] (db. ar binvioù a dalvez da droc'hañ)
N'eo ket lemm e lavnenn.
Bouc'h eo da gontell, da heskenn.
HS. dall, togn.
2. Dre ast. (db. an ardivinkoù)
Ned a ket mat en-dro.
Erru eo bouc'h ma marc'h-houarn.
3. (db. liv an an amzer)
[1927] Tomm ha gleborek war an dro.
Bouc'h eo an amzer hiziv.
HS. pounner.
4. (db. al liñvennoù)
N'eo ket sklaer, zo gouelezennoù ennañ.
Un tamm eo bouc'h liv ar sistr.
ES. Boull.
II.
1. (db. an danvezennoù, an douar, ar plant)
[1927] Diaes da labourat, da embreger, da zilec'hiañ.
Traezh bouc'h da vale. Ed, geot bouc'h da droc'hañ. Douar bouc'h da labourat.
2. (db. ar bara)
[1927] Kalet.
Bara bouc'h da droc'hañ.
3. Dre ast.
[1954] Chom a ris da dermal un toullad devezhioù hep disac’hañ va samm gant aon rak anwaziñ ar paour kaezh kozh e oan bet savet ganti, met ur gudenn all kalz bouc’hoc’h am boa da ziluziañ, kudenn an arc’hant, ha setu pelec’h en em gaven war ar c’hraf-se.
III. (db. an dud)
1. [1931] Diaes dezhañ fiñval, gorrek da vont war-raok.
ES. lañsus.
2. Pout e spered.
Ur bugel bouc'h da zeskiñ.
3. Trl.
[1927] Bezañ bouc'h : en em gavout sac'het a-greiz e gomz pe en ur c'hoari, bezañ koll.
&
[1927] Bezañ bouc'h : bezañ lakaet diaes-bras, en ur stad ma vezer enket ha ma n'haller ket respont.
Daveenn :
VALL
pg (le contraire de qui donne de l')avantage
BOUC'H : tenn, diaes d'ober.
1955
Daveenn :
VBRU
p.190 GERIOU TREGERIAT RIK
Chom a ris da dermal un toullad devezhioù hep disac’hañ va samm gant aon rak anwaziñ ar paour kaezh kozh e oan bet savet ganti, met ur gudenn all kalz bouc’hoc’h am boa da ziluziañ, kudenn an arc’hant, ha setu pelec’h en em gaven war ar c’hraf-se.