D’ar gorreoù, pa sav ar beleg en aer, evit o reiñ da adoriñ d’ar bobl, korf ha gwad hor Salver Jezuz-Krist, an holl a stou hag a bleg o fenn, daoulinet, strinket d’an douar war blankenn o bag, doujañs ha karantez Doue en o c’halon...
D’ar gorreou, pa zao ar belek enn ear, evit ho rei da adori d’ar bobl, korf ha goad hor Zalver Jesus-Krist, an oll a stou hag a bleg ho fenn, daoulinet, strinket d’an douar var blankenn ho bak, doujanz ha karantez Doue enn ho c’haloun...