Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dre, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.
Gant ur roeñvadenn hepken e reas d’e vag kilañ war-hed ugent "leuga" en a-dreñv, betek e-kreiz al lenn ; ha neuze, o kregiñ en e vouc’hal-vann, he stlepel a eure gant kement a nerzh ma treuzas war he hed ar speurennad rec’hier ha menezioù ha ma ’z eas da gouezhañ er pradoù en tu-hont, en ur lazhañ tri-ugent buoc’h a oa o peuriñ eno (2).
Dis Atir r’e zevo, r’e vougo, r’e veuzo, r’e gaso da get, r’e skubo a ziwar c’horre an douar, r’e denno a-dre ar re vev, ra stlapo e gorf e kondonioù an douar, ra wano anezhañ, ennañ e-unan kerkoulz hag en e vibien, en e verc’hed, en e vevelien, en e chatal, en e vinvioù, en e barkoù, en e bradoù, en e goadoù hag en e zourioù !
— « A ! a ! a ! malchañs !… malchañs !… » a hopas ar voereb. « Disoñjet em boa. Herri… Herri… a zo… beuzet !… malchañs !… » Hag e taolas adarre he fenn a-dreñv, hag e serras he daoulagad.
Hag e redent, hag e redent, ar baotred a-raok, hag ar merc’hed a-dreñv, evel-just.
Teurel a reas ur sell a-dreñv, war ar vag bounner staget, aze, ouzh ar ribl, ha Lom a gollas adarre fiziañs en e blanedenn.
El lenn vras, o devoa taolet eor e[n]-dro d’ar Standart ha d’ar Verite kaerañ listri Bro-C’hall, hobregonet ha rederien, un dek bennak anezho, hag un tammig a-dreñv, bez ’oa un eil gelc’h ken stank all, listri skouadrenn ar Mor Baltel, ha pelloc’h c’hoazh, ur c’helc’h ouzhpenn, listri gall pe rusian, tarzherien ha distrujerien, ha noz[-]deiz e veze war vourzh ar re-mañ gedourien gouest d’ober diouzh ma tegouezhje, ha d’enebiñ raktal ouzh ur gwall-daol na vije moarvat biken anezhañ.
Souzañ a ra a-dreñv, treiñ a-zehou ha kregiñ da ziskenn dre ar straedoù bihan war-zu Egaleo.
Santout a rae o selloù paret warni pa stoue evit sellet dindan ar c'houskedennoù ha pa veze stignet lien he frag war he fenn a-dreñv.
Mots précédents
Mots suivants
a-dreñv