1. Penn a-dreñv.
Ul louarn zo diaes da lazhañ eus an adreñv !
2. (db. ar pezhioù dilhad, an tiez h.a.)
[1931, 1985, 2015] Tu a-dreñv (udb.).
Tremen dre an adreñv. Re strizh eo adreñv ar c'harr-mañ evit tri den. Lous eo he sae war an adreñv.
[1985] Hag un arvest dispar eo a-wechoù gwelout ar c'hoabrennoù tev sklerijennet dre an adreñv. [2015] Ur vouezh en adreñv.
&
(en ilizoù)
[1931] Adreñv keur : penn pellañ an iliz zo lec'hiet a-dreñv d'ar c'heur.
3. (er brezelioù)
Lodenn eus ar vro zo a-dreñv an talbenn brezel.
Kas ar re c'hloazet war an adreñv.
4. (db. an taolennoù, al luc'hskeudennoù, h.a.)
[1931] Ar pezh n'emañ ket er renk kentañ dindan selloù an arvester.
An adreñv n'eo ket spis a-walc'h.
5. Tr. adv.
(gant ur v. a denn d'an dilec'hiañ)
En adreñv : war-lerc'h.
Kerzhet a ra en adreñv.
6. EN ADREÑV DA : a-dreñv (ub., udb.).
En adreñv din emañ.
[1924] Rak-tal en adreñv dezhañ setu en em gloz, en ur drouzal, toull-dor ar vougev, hag eñ e-kreiz an devañ teñvalijenn.
[1954] An deiz war-lerc’h, bez’ voe war vourzh hol lestr ur sonadeg eus ar c’haerañ : lakaet e voemp bet e stumm ur pikol houarn marc’h e-keñver da Fallières ha da Nikolaz Aleksandrovitch, hag un tammig en adreñv dezho un torkad Duked-Veur ha jeneraled.
HS. diadreñv.
ES. araog, diaraog.
En ur fraoñval e tec’has an dared lugernus ; treuzdidreuziñ a reas askre Derkeia, hag o tizhout en adreñv dezhi he div c’hoar, o skoas o-zeir war astenn er geot.
En eur fraonval e tec’has an dared lugernus ; treuz-didreuzi a reas askre Derkeia, hag o tizout en adrenv d’ezi he diou c’hoar, o skôas o zeir war astenn er geot.
1923
Référence :
SKET
p.113
Rak-tal en adreñv dezhañ setu en em gloz, en ur drouzal, toull-dor ar vougev, hag eñ e-kreiz an devañ teñvalijenn.
Rak-tal en a-drenv d’ezan setu en em gloz, en eur drouzal, toull-dor ar vougeo, hag hen e-kreiz an deva tenvalijenn.
1924
Référence :
SKET.II
p.57
Neuze e lammas war tost-kreiz ar vag ha, savet war veg e dreid, en em soublas en adreñv ken na zeuas ar c’huchennadoù skedus diwar e gern da stekiñ ouzh e seulioù.
Neuze e lammas war tost-kreiz ar vag ha, savet war veg e dreid, en em soublas en adrenv ken na zeuas ar c’huchennadou skedus diwar e gern da steki ouz e seuliou.
1924
Référence :
SKET.II
p. 53
adreñv keur
adréñv-keur
1931
Référence :
VALL
pg abside
an adreñv
an adréñv
1931
Référence :
VALL
pg (l')arrière (par opposition au front en temps de guerre)
en adreñv
en adrénv
1931
Référence :
VALL
pg (à l')arrière-plan
adreñv
adréñv
1931
Référence :
VALL
pg arrière-plan
Ur palez a oa hemañ, gant e dri estaj hag e deir askellad lojeiz, unan e-keñver ar straed, gant ar porrastell hag an nor-dal, ar pondalez hag an diri a enor daou vann ; an div askellad all a bep korn, war adreñv, hag etrezo ar chapel, kement hag un iliz.
Eur palez a oa hemañ, gant e dri estaj hag e deir askellad lojeiz, unan e keñver ar straed, gant ar porrastell hag an nor dal, ar pondalez hag an diri-a-enor daou-vann ; an diou askellad all a bep korn, war adreñv, hag etrezo ar chapel, kement hag eun iliz.
1944
Référence :
EURW.1
p47-48
An deiz war-lerc’h, bez’ voe war vourzh hol lestr ur sonadeg eus ar c’haerañ : lakaet e voemp bet e stumm ur pikol houarn marc’h e-keñver da Fallières ha da Nikolaz Aleksandrovitch, hag un tammig en adreñv dezho un torkad Duked-Veur ha jeneraled.
An deiz war lerc’h, bez’ voe war vourzh hol lestr ur sonadeg eus ar c’haerañ : lakaet e voemp bet e stumm ur pikol houarn marc’h e-keñver da Fallières ha da Nikolaz Aleksandrovitch, hag un tammig en a-dreñv dezho un torkad Duked-Veur ha jeneraled.
1954
Référence :
VAZA
p.158
Hag un arvest dispar eo a-wechoù gwelout ar c'hoabrennoù tev sklerijennet dre an adreñv.
1985
Référence :
DGBD
p17
"Setu un dra vat da nebeutañ," a lavar ur vouezh en adreñv.