Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Penn a-dreñv. Ul louarn zo diaes da lazhañ eus an adreñv ! 2. (db. ar pezhioù dilhad, an tiez h.a.) [1931, 1985, 2015] Tu a-dreñv (udb.). Tremen dre an adreñv. Re strizh eo adreñv ar c'harr-mañ evit tri den. Lous eo he sae war an adreñv. [1985] Hag un arvest dispar eo a-wechoù gwelout ar c'hoabrennoù tev sklerijennet dre an adreñv. [2015] Ur vouezh en adreñv. & (en ilizoù) [1931] Adreñv keur : penn pellañ an iliz zo lec'hiet a-dreñv d'ar c'heur. 3. (er brezelioù) Lodenn eus ar vro zo a-dreñv an talbenn brezel. Kas ar re c'hloazet war an adreñv. 4. (db. an taolennoù, al luc'hskeudennoù, h.a.) [1931] Ar pezh n'emañ ket er renk kentañ dindan selloù an arvester. An adreñv n'eo ket spis a-walc'h. 5. Tr. adv. (gant ur v. a denn d'an dilec'hiañ) En adreñv : war-lerc'h. Kerzhet a ra en a-dreñv. 6. EN ADREÑV DA : a-dreñv (ub., udb.). En adreñv din emañ. HS. diadreñv. ES. araog, diaraog.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Neuze e lammas war tost-kreiz ar vag ha, savet war veg e dreid, en em soublas en adreñv ken na zeuas ar c’huchennadoù skedus diwar e gern da stekiñ ouzh e seulioù.

1924
Daveenn : SKET.II p. 53

adreñv keur

1931
Daveenn : VALL pg abside

an adreñv

1931
Daveenn : VALL pg arrière

adreñv

1931
Daveenn : VALL pg arrière-plan

Ur palez a oa hemañ, gant e dri estaj hag e deir askellad lojeiz, unan e-keñver ar straed, gant ar porrastell hag an nor-dal, ar pondalez hag an diri a enor daou vann ; an div askellad all a bep korn, war adreñv, hag etrezo ar chapel, kement hag un iliz.

1944
Daveenn : EURW.1 p47-48

Hag un arvest dispar eo a-wechoù gwelout ar c'hoabrennoù tev sklerijennet dre an adreñv.

1985
Daveenn : DGBD p17

"Setu un dra vat da nebeutañ," a lavar ur vouezh en adreñv.

2015
Daveenn : EHPEA p15

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial