Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1732, 1850, 1927, 1931, 2012] Lec'hiet en tu enep d'an araog. Ar penn a-raok hag ar penn a-dreñv. [1732] Ar penn a-dreñv eus a ul lestr. [1850] Sellet ouzh an nor a-dreñv. Ar chakod, ar c'hodell, ar gambr, ar gward, al liorzh, an nor, ar ouel, ar porzh, ar stal, ar wern a-dreñv. [1924] Bidoullig [ur gazeg] a oa kizidik-meurbet eus an tu-se, ha, gant he zroad kleiz a-dreñv, e tistagas ur flipad… & [1850] Gard a-dreñv : gward a chom da ziwall an adreñv. 2. (db. izili al loened, rodoù ar c'harbedoù) [1732] Lec'hiet en tu enep d'an araog. [1732] Sevel war e zaou droad a-dreñv. Ma rod a-dreñv zo dic'hwezh. Pavioù a-dreñv ar marc'h. 3. Pemdez [1732] Ar penn a-dreñv, an tu a-dreñv : ar feskennoù. 4. Dre skeud. [1927, 1931] A zo en ul lec'h ne c'haller ket gwelet, a zo kuzh ouzh an dud all. [1850] Ur mennozh a-dreñv. & [1927] Ur yalc'h a-dreñv : sammad arc'hant dastumet dre guzh.

Skouerioù istorel : 
28
Kuzhat roll ar skouerioù

sevel war e zaou droad a-dreñv

1732
Daveenn : GReg pg (se) cabrer (parlant d'un cheval)

ar penn a-dreñv eus a ul lestr

1732
Daveenn : GReg pg (le) derriere (d'un navire, la pouppe)

porzh a-dreñv

1732
Daveenn : GReg pg basse-cour

stal a-dreñv

1732
Daveenn : GReg pg arriere(-boutique)

an nor a-dreñv

1732
Daveenn : GReg pg (la porte de) derriere

stalioù a-dreñv

1732
Daveenn : GReg pg arriere(-boutique)

sellet ouzh an nor a-dreñv

1732
Daveenn : GReg pg (chercher des) défaites

porzh a-dreñv

1732
Daveenn : GReg pg arriere(-cour)

ar penn a-dreñv

1732
Daveenn : GReg pg apartement

gward a-dreñv

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gward-adré (Arrière-garde, dernière partie d'une armée marchant en bataille. HV.)

sellout ouc'h an nor a-dreñv

1850
Daveenn : GON.II pg dôr

mennozh a-dreñv

1850
Daveenn : GON.II.HV pg ménoz (-adré), ménoz (-kuzet)

Evel ar razhed-mañ, tud e-leizh zo er bed Brudet er c'huzulioù, evel ar re wellañ : Azezañ a garont er gador uhelañ ; Ha pa vez ret dezho kas ho erv da benn, E rikl ho lost a-dreñv er maez eus an dachenn.

1867
Daveenn : MGK p35

Bidoullig [ur gazeg] a oa kizidik-meurbet eus an tu-se, ha, gant he zroad kleiz a-dreñv, e tistagas ur flipad…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032 (Gouere-Eost 1924)

yalc'h a-dreñv

1927
Daveenn : GERI.Ern pg as-

porzh a-dreñv

1931
Daveenn : VALL pg arrière-cour

penn a-dre

1931
Daveenn : VALL pg arrière

gwern a-dreñv

1931
Daveenn : VALL pg artimon

stal a-dreñv

1931
Daveenn : VALL pg arrière-boutique

Job a resevas un taol botez en e benn-a-dreñv, ha Lom div wech kemend-all er memes plas.

1944
Daveenn : ATST p.131

Kadorioù ha bankoù a oa en tu 'raok, ar bobl en he sav en tu 'dreñv.

1944
Daveenn : EURW.1 p70

Ur wech, am boa tapet daou zevezh dalc’h evit ur saotrenn war ma c’hartouchierenn ‘dreñv. Ur wech all, pevar devezh « abalamour n’am boa ket lakaet ma brikoloù-bragoù. »

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Lom ne wintas ket ar c’hazh ; er c’hontrol, gwaskañ a reas war ivinoù al loen, war genoù al loen, war gof al loen, war benn a-raok ha penn a-dreñv al loen, ken na reas ar paour kaezh "beg" etre e zaouarn.

1944
Daveenn : ATST p.64

Ur c’had a lammas er waremm hag, e tri pe bevar lamm he doa gounezet an tu all, an tan, ha neket ar plom, en he fenn a-dreñv.

1944
Daveenn : ATST p.78

Met al loen pounner a risklas, a gouezhas war e reor, hag e risklas evel-se war e benn a-dreñv betek traoñ an diribin, hag eno e oa ur poullad mat a zour evit e zegemer.

1985
Daveenn : DGBD p171

Da heul e pedas Utterson da vont gantañ ha d'e ambroug betek al liorzh a-dreñv.

2012
Daveenn : DJHMH p.63

Skeiñ a ra war al liorzh a-dreñv ha war ur poull-neuial a lakaje al letioù pemp steredenn da gemer gwarizi.

2015
Daveenn : EHPEA p51

War an azezenn a-dreñv e oa teuliadoù a-bempoù.

2016
Daveenn : BARDF p. 63

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial