Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

Tr. ar. I. ER-MAEZ EUS, A 1. [1850, 1877, 1924, 1985] En diavaez da. It er-maez ac'hann. Kasit-eñ er-maez a gêr. [1850] Aet eo ar stêr er-maez eus he naoz. [1877] [U]rzh d’an dud-a-lezenn a Vontroulez da gas an Aotrou de la Marche er-maez eus e eskopti [...]. [1878] Selaou a raen ; ya, selaou a raen, mes evel un den er-maez anezhañ e-unan... [1924] Droug en aotrou person, ken a verve ; sevel a eure er-maez eus e gador. [1985] N'o deus ket renerien ar vro an disterañ levezon er-maez eus kêrioù an aod. & RANNYEZH. Aet eo er-maez a'r sal : aet eo er-maez anezhi. 2. [1931] En ul lec'h n'hall ket bezañ tizhet. Bezañ er-maez a ziraez, er-maez a daol. 3. Dre skeud. (db., ur garg, ur stad, ur vicher) [1732, 1931] Mont, dont er-maez eus, a : paouez a vezañ. Mont er-maez a varner. Dont er-maez a roue. Bezañ lamet er-maez a garg. & Dre eilp. Aet eo er-maez a sod : tremen sot eo. 4. (db. an dud pe an darvoudoù) [1732, 1931] En diavaez d'ar pezh zo sañset bezañ, na glot ket gant ar pezh zo sañset bezañ. Bezañ er-maez a oad. Bezañ er-maez a c'hiz. II. Ar. ROUEZ. ER-MAEZ [1924] Ar baotred all d’ar red, er-maez ar porzh. III. MERDEAD. Er-maez da : en donvor da. Er-maez da Eusa emaint. Emañ Enez-Sun er-maez d'ar C'hab.

Exemples historiques : 
49
Masquer la liste des exemples

kaset er-maez bro

1499
Référence : LVBCA p43, 73, 110 (deboutte ou mis hors de son pais)

Sin ar C'hristen eo sin ar Groaz hag a zle da ober pa sev [sav] ha pan a da gousket, pan a er-maez a'n ti, pan antre en Iliz, pand eo kestion a zibriñ, nag a evañ, pan komañser pidiñ Doue hag en komañsamant hon holl euvroù, pan en em gaver en un nesesite bennak, dañjer pe temptasion : o kas an dorn dehoù d'an tal, en ur lavaret : In nomine Patris; goude d'ar c'hof, en ur lavaret : Et filii; ha goude d'ar skoaz kleiz, hag er fin en hini dehoù, en ur lavaret : Et Spiritu Sancti, Amen.

1622
Référence : Do. p56

M. Petra zleomp-ni da gridiñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz gwirion hepmuiken. 2. Hag er-maez anezhi ned eus ket a silvidigezh. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.

1677
Référence : Do. p17

em riklet en un ti pe er-maez eus a un ti

1732
Référence : GReg pg glisser (Se glisser en une maison, ou hors d'une maison, pp.)

em riklañ en un ti pe er-maez eus a un ti

1732
Référence : GReg pg glisser (Se glisser en une maison, ou hors d'une maison.)

Ker yen e teu ar c'homzoù er-maez eus e gorf, ma lavarac'h eo skornet e ene en e greiz.

1732
Référence : GReg pg gelé (On diroit qu'il a l'ame gelée, tant il parle d'un froid pénétrant.)

er-maez anezho, anezhe

1732
Référence : GReg pg (hors d') eux

lakaat ur benefis er-maez a reizh

1732
Référence : GReg pg commende

a c'haller da lamet er-maez a garg

1732
Référence : GReg pg amovible

un diksioner evit disklêriañ ar guerioù diaes da entent eus a ul langaj a zo er-maez a uzaj

1732
Référence : GReg pg glossaire

birviñ ken na zeu er-maez eus ar pod

1732
Référence : GReg pg bouillonner

bezañ er-maez a oad

1732
Référence : GReg pg age

kit er-maez ac'halen

1850
Référence : GON.II pg ac'hann

Ar stêr a zo aet er-maez eus he naoz.

1850
Référence : GON.II pg aoz (La rivière est sortie de son lit).

Gant ar bourev eo kaset er-maez a gêr.

1850
Référence : GON.II pg bourréô (Il a été chassé de la ville par le bourreau).

er-maez

1850
Référence : GON.II pg é-méaz, erméaz, ermésiad

er-maez

1850
Référence : GON.II pg erméaz

er-maez eus

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Prépositions composées, "dehors de".

Hi a vire va danvez, e-pad ma oan er-maez eus ar vro.

1850
Référence : GON.II p.68

Hag ac'hano dioc'htu, tizh tizh halegentañ, / Koulm ha razh a red da dennañ / Er-maez a boan ho mignonez, / An heizez.

1867
Référence : MGK p47

kas er-maez eus e di, boazioù fall ha nevezenti

1867
Référence : MGK Rakskrid XII

Kasit, Breizhiz, er-maez ho ti / Boazioù fall ha nevezenti.

1867
Référence : MGK p125

Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus.

1867
Référence : MGK p7

Evelato strafuilhet-holl, hag aet er-maez anezho o-unan, e teujont a-benn-herr hag a-strob war ar soudarded ; lod a voe gwall-lakaet adarre, mes kalz a c’hellas tec’het, hemañ e dad gantañ ouc’h e gein, hennezh e c’hoar, egile un amezeg.

1877
Référence : EKG.I. p.167-168

Neuze e teuas, eus a Bariz, urzh d’an dud-a-lezenn a Vontroulez da gas an Aotrou de la Marche er-maez eus e eskopti, pe d’hen d[a]stum er prizon.

1877
Référence : EKG.I. p.11

C’hwec’h pe eizh a wiskas dilhadoù oferennañ ar veleien hag o chapoù, ha ker buan an arched a yeas er-maez eus an iliz douget gant pevar all.

1877
Référence : EKG.I. p.31-32

Va gwad a verve dre ma konte an Aotrou Krenn fallagriezh ha krizder soudarded ar Republik ; va izili a grene, va spered a yae tanav ; ar gwad a savas d’am [f]enn, aet e oan er-maez ac’hanon va-unan ; ankounac’haat a ris en un taol an troc’h a yoa em morzhed, sevel a ris em sav : — It atav, dispac’herien fallakr ha digalon, emeve din va-unan, m’en talvezo deoc’h !

1878
Référence : EKG.II p.85

Selaou a raen ; ya, selaou a raen, mes evel un den er-maez anezhañ e-unan... Enkrezet ha laouen e oan bep-eil.

1878
Référence : EKG.II p.47

Petra a rafen-me de[zh]añ ? Me ziskouezfe de[zh]añ pelec'h an neus manket ar mañsoner, hag a gasfe ane[zh]añ er-maez deus ma zi, gant un tol troad er lec'h ma teu ar c'hein da goll e anv. Bez' sur na vije ket klañv gant ar c'hoant da addont.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Deut a-damdost ar voull-dan, e welas anezhi o treiñ neuz : daouhanteriñ a reas evel ur graoñenn hag e teuas er-maez anezhi un den yaouank mentek, blev lugernus dezhañ, kaer nemet taer e gened, a lakeas e droad er ribl-mor.

1923
Référence : SKET p.111

Padout, mirout, gwellaat, krouiñ eo bevañ hervez al Lezenn ; bevañ er-maez eus al Lezenn, avat, gwashaat, diskar, mont da goll, mervel !

1924
Référence : SKET.II p.30

Warc’hoazh en bourzh "ar Gwennili" e vo ur c’hrennard, aet er-maez a vugaleaj, aet war ar mor da c’honit e vuhez.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1126 (Miz Du 1924).

Un harzhadenn, ur yudadenn, ul lamm hag ar c’hi krog en brec’h Bilzig. Ar baotred all d’ar red, er-maez ar porzh.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

Droug en aotrou person, ken a verve ; sevel a eure er-maez eus e gador.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

Peogwir, eme ar c’hazh, penaos ar velfedenn a drec’has war ar bleiz, evelkent paotred diskuizh eveldomp-ni n’o devoa ket kalz a boan evit teuler ur c’habon evel hennezh er-maez e di.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.949 (Mae 1924)

Abred e teu an noz, ha c’hoant n’o devoa ket da vezañ tapet er-maez ar gêr gant an deñvalijenn.

1925
Référence : BILZ2 p.128

aet er-maez a varner

1931
Référence : VALL pg (juge en non-)activité

donedigezh er-maez a roue

1931
Référence : VALL pg abdication

dont er-maez a roue

1931
Référence : VALL pg abdication, abdiquer

er-maez a c'hiz

1931
Référence : VALL pg anachronique

er-maez a daol

1931
Référence : VALL pg atteinte

er-maez a ziraez

1931
Référence : VALL pg atteinte

Un enor bras a oa dimp kaout da gabiten-kelenner an aotrou Hayo du Tilly, a oa deuet ‘maez ar Skol a Vrezel gant an niverenn I.

1944
Référence : EURW.1 p.195

Paneve d'ur chañs, eno [sic, di] e vijen aet, hor beleien a oa deut er-maez ac'hano.

1944
Référence : EURW.1 p29

Hor mammoù hor frealze, mes kaer o doa d'ober [sic, ober], an dour a groge da sevel d'hon daoulagad dija : petra 'vije 'benn emberr, ma zud keizh... pa vije ret dimp kousket an nozvezh kentañ er-maez ar gêr, en ur gwele kalet, e-kichen paotredigoù dizanvez... drouk marteze... ?

1944
Référence : EURW.1 p31

Graet e vez e brezhoneg Sant-Varzhin-Diwar-ar-Maez eus ar barrez-se, a zo lod anezhi e[r]-maez a gêr.

1944
Référence : EURW.1 p.94

Kalz droug a glever gant treizhidi 'zo diwar-benn an tammig bro-se a vir e-kreiz an ugentvet kantved doareoù Afrika an triwec'hvet ; rak n'o deus ket renerien ar vro an disterañ levezon er-maez eus kêrioù an aod.

1985
Référence : DGBD p17

Er-maez e son akordeon un enbroad unan eus ar valsennoù-se a veze c'hoariet gwezhall evit kregiñ gant koroll an dud-nevez.

2015
Référence : EHPEA p11

Nac'h paeañ e dailhoù, gwiskañ arouezioù difennet, sevel ur gambr labour-douar evit ar stourmerien hag evel-se mont a-enep-krenn monopol kambroù al labour-douar, reiñ bod da dud dibaper -felladenn a genskoazell-, krouiñ ha skignañ ur moneiz er-maez lezenn, implijout sielloù melestradurel, nac'h bezañ harzet...

2015
Référence : DISENT p57

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux