maez
diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !
maez ar stourm
Evelato, mard eo bet glac’haret ar Ouenn santel gant un niver eus he mibien vagol, eus he merc’hed kenedek o tiankañ hag o vont da goll dre ergerzhout an hentoù nevez, ur frealz e voe dezhi gwelout bagad gwenn ar re a gerzh difazi ha dilammoù, ar strollad galloudus hag oc’h en em neveziñ dalc'hmat eus ar baotred ha merc’hed kreñv, eus an eneoù kadarn a c’hourdrec’h en enkrezioù hag en emgannoù, a dreuz, gounidek, an aerva (maez-al-lazh), ha, d’an noz, a ziwestenn hag a zizibr o javed war glann ar mor-Bras.
Pa gantree Kassignatos, gant e genvrezelidi, du-hont e bro ar C’hreisteiz ha war zouar-meur ar Sav-heol, pe manet e vijent a-sav e-kreiz al liorzhoù o c’hourizañ kêrioù poblet-ec’hon an darn-se eus ar bed, pe e vijent war ar maezioù ma kresk ar gwez fiez hag al lore, war hentoù poultrennek an Azi pe war wrimenn gouelec’hioù dizour ha dic’hlasvez bro Sour (1), ma voulc’he hini pe hini ac’hanomp, paotr pe blac’h, un danevelladenn pe ma kroge gant ur ganadenn diwar-benn amzerioù kentañ Manos ha Bena, e lavarjec’h, va den mat, ez oa kerkent evel p’he dije c’houezhet un aezhenn distanus, o tont aleman, war hor c’halonoù, hag int ker kras hag hon dilhadoù, hor c’hlavioù brezel, ha sternadoù hor c’hezeg.
mont war vaez
a-ziwar ar maez
war ar maez
mont war ar maez
D'ar 24 a viz Eost, bourk Plouyann a oa adarre lec'h-emwel ar vrogarourien hag an engroez diwar ar maez.
A-benn neuze, avat, an houarner[-]kezeg en doa kemeret hent ar maez.
Gant mantr-kalon e lavaris kenavo d'am c'heneiled ar gambrad, tud uvel, labourerien-douar kalz anezho ; ar c'hleroner Huchet, an daboulinerien Glo hag Ulliag, ar soudard kentañ-klas Cocaud, a oa bet holl ken jentil em c'heñver, hag o doa c'hoazh, siwazh dezho, ur bloaz da dennañ, a-barzh distreiñ d'o c'heriadennoù un tu bennak war ar maez e Breizh-Uhel.
A-zioc'h e benn, war an aspled, un erer aour, sanket gantañ e skilfoù en ur pikol boull aour, a bare e selloù diflach war dor ar maez.
- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.
Dont a ra d'e skouarn, a-dreuz mogerioù fetis an iliz, diouzh ar maez, un tu bennak, e Miranda, notennoùigoù ur gaita ; (...)
Tomm an heol, sklaer ha fraezh an oabl a-zioc'h ar maezioù glas, ma oa un dudi.
Marteze ez eus tu da dostaat o emzalc'h ouzh kalz Bretoned a ziwar ar maez pa 'z aent gwechall da glask labour d'ar c'hêrioù bras, da Baris dreist-holl.
Mots précédents
Mots suivants
maez