M. Goude m'en deves koñsakret ar beleg, ar pezh zo en ostiv hag-eñ zo bara ? Na gwin ar pezh zo er c'halir ? D. Nann, rak en vertuz a'r c'homzoù sakr pere en deves pronoñset ar beleg, ez eo cheñchet ar bara e korf hor Salver binniget hag ar gwin en e wad prizius hag an dra-mañ a reer en oferenn.
M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.
M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.
an dra-hont
tra
an dra-mañ
hep tra
evit bihan dra
an dra-hont
bihan dra
tra
tra-mañ-dra
ken dinec'h ha tra
ken nebeudik ha tra
tra all ebet
-"Lavaromp kenavo an eil d'egile bremañ", emezi. - "Tra, emezomp-ni. Pa n'eus kastell ebet, ni a antreo en ho lochenn".
Goulennet e oa bet ganin digant renerien "Kelc'h keltiek" kêr ober ur brezegenn diwar-benn tra pe dra.
[...] : kevrin ar Grouadelezh, a stummas disheñvel an den hag ar vaouez. Biskoazh, kent neuze, n'en doa merzhet e oa ar Vaouez « tra disheñvel ».
An Tad-Mestr a oa anezhañ un den war an oad, gouiziek war gement tra, a c'helle bezañ gouezet war an douar.
rak, - ar Reolenn a oa, - ne veze ket lezet nemeur ar baotred yaouank hep ober tra pe dra.
Avi a savas er breur Arturo a [ouzh] fiziañs disaouzan e geneil. Nemet hemañ, ken sur ha tra, n'oa ket bet en em gavet gantañ ur Balmira war e hent.
D’o meno, gwellañ tra d’ober a oa skrivañ e penn a-raok hag e penn a-dreñv an tarzherien, ar splujerien, an distrujerien, ar rederien hag al listri hobregonet anv ur skrivagner bennak, ur prederour pe ur rener-stad, gant ma vefent holl evel[-]just tud eus ar gostezenn ruz.
Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun, peogwir e veze alies betek un daou pe dri c'hant bennak o verniañ an deiz kentañ an eured, rak ne veze ket sellet berr d'ar c'houlz-se, ha tri dervezh e pade an abadenn : d'al Lun evit ar pennoù-bras, d' ar Meurzh evit an dudigoù, mitizhien, amezeien hag all, ha d'ar Yaou evit ar veleien, ar gerent hag ar vignoned nesañ.
Darn-all [Darn all] e plije dezho al "loto", met diaoulañ tra, atav e vlejent e galleg an niverennoù : "dix-sept" emezo, "kae d'ar gêr, Job kavet eo da vuoc'h".
D’am meno, bez’ eo ar pleg-mor-se kaerañ tra ’zo dindan an heol.
Div pe deir gwech e-pad an abadenn e veze degaset dimp pikoloù kibadoù sorbet, da lavarout eo, rom gant skorn drailhet munut, gwellañ tra am eus biskoazh tañvaet.
Bez’ e vez amañ bep Sul ha bep gouel bagadoù martoloded na fell ket dezho mont en kêr d’ober an diaoul hag e bevar, o vezañ ne van gwenneg ebet en o godell, ha n’ouzont ket ober tra eus o c’horf e-pad un hanterdevezh daoust ha ma teu kerent ha mignoned d’o gweladenniñ ; a-wechoù zoken e stagont d’en em gannañ gant ar faezh ma vezont o varailhat.
Eveljust [sic, Evel-just], ne oa ket Soaz Sapeur evit kas he filhor da stoupañ [sic, stoupa] pa c’houlenne diganti tra pe dra, ha gant ma ouien ober cher dezhi, prenañ a rae a c’hrad-vat [a-c’hrad-vat] c’hoarielloù a gouste e tu-hont d’ur real ‘met pevar gwenneg, da skouer ur wareg gant ur c’hlaouier-biroù da vont e giz ar Voc’hikaned all da ziboufañ kizhier-lins, moc’h-gouez Amerika pe girvi-meur el lanneier war-dro Krec’h Eliez.
Laouen e tle bezañ ul logodenn tapet ganti dre hir boanial tennañ e lost e-maez ar stign : heñvel dra a c’hoarias ganin an noz ma klevis un implijad o vannouzat : Les… voyageurs pour Lille, Verviers… Aix-La-Chapelle, Berlin, Varsovie, Moscou, en voituuuure !.
Klasket em eus chaokat greun kumin, e soñj eus ar banne vodka en doa ma saveteet, tra d'ober, ouzhpenn-se n'eo ket atav e veze had kumin ganin em chakod, greun tro-heol a veze aliesoc'h war-hed ma dorn, met ar re-se ne raent netra, nemet ober din lartaat.
Ne oa tra ebet er vro a gement a c'hallfe bezañ talvezet da batrom evit ur c'heur gotek hantergelc'hiek, dezhañ un adnev-tro ha chapelioù empret diouzh doare an opus francigenum.
Bez' e voe anezhañ ur gwir reveulzi estetek ha teknek en doare da sevel an nevedoù kristen en Europa hag ar savadurezh-se a reno hep tra da geveziñ outi betek diwezh ar Grennamzer, da lavarout eo e-pad tri c'hantved hanter.
N'eo ket abalamour d'an dra-se eo reizh implijout doareoù ha n'int ket ken feuls evel, da skouer, plantañ tan en tourterioù a vo implijet da sevel ur c'hamp-bac'h nevez.
Evit ar c'hentañ gwel, n'em eus kavet tra da ziskrediñ warnañ.
Ma vez moc'het tra pe dra gant stourmerien difeuls ez eo da gentañ peogwir e vez soñjet gante e vo talvoudus a-fed [a-fet] strategiezh da geñver gwanderioù an enebourien.
Aon en dez an nen rak an titouroù o "fuiñ" hag a c'hallfe diskar an obererezh, aon rak unan bennak en defe gallet en em silañ en aozadur, peotramant c'hoazh aon rak feulster ar boliserien traken.
Diemglev e vez an holl gant ar pezh a ra an hini en o c'hichen met tra ne gemm.
Mots précédents
Mots suivants
tra