Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

Doue a zo digor-frank dor e varadoz evit ho tigemer, rak mervel a rit evit ho relijion hag evit ho pro.

1877
Référence : EKG.I. p.296

[...] mes n’edont ket o c’hortoz ac’hanomp-ni ; dre-se n’o doa poazhet nemet evel m’oant boas da ober evito o-unan. Ha petra ’oa an dra-se evit ur vandenn dud yaouank eveldomp-ni, toullet-frank o gouzoug gant al labour o doa bet en deiz a-raok e Kergidu ha war hent Kastell ? N’eus forzh, gant ar pezh a yoa, e voe ranket ober, ha den n’en em glemmas.

1878
Référence : EKG.II p.13

Digoret-frank e veze ivez an toull-moged war an doenn anezhañ.

1923
Référence : SKET p.65

Ragaroueziet war o hent gant nij an evned, bleniet gant kerzhadeg al loened pevarzroadek, e tenne darn war-du ar Sav-heol, darn war-du ar C’huzh-heol ; darn all a steuzie diwar wel ar bagad anezho e donderioù koadek an Hanternoz ; re-all c’hoazh a droe o c’hammedoù war-du ec’honderioù heoliet-frank ar C’hreisteiz.

1923
Référence : SKET p.87-88

O voutañ neuze ar garvan-grec’h gant kerniel e dog ha beg arem e c’harzhoù, e-keit ha ma pouez war ar garvan-draoñ gant e solioù-houarn, e ra d’ar mil digeriñ ec’hon-frank e c’heol ma teu dre an hent-se ar vag er-maez.

1924
Référence : SKET.II p.59

Ha Bilzig, paotr abred, lemm ha prim, a sune, a zene ar c’haozoù, al lavarioù, ar sonioù, ha dindan e eñvor digor-frank e tastume anezhe.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Ha Bilzig elfek, e zaoulagad hag e zivskouarn gantañ digor-frank, stignet, bantet etrezek ar Roc’h, daoust hag-eñ n’en deus ket, a-dreuz kroz ar mor, klevet du-hont…

1925
Référence : BILZ2 p.124

digor-frank

1931
Référence : VALL pg béant

Setu e voe lezet ar gwele digor-frank.

1944
Référence : ATST p.35

An nor-dal a oa digor-frank.

1944
Référence : EURW.1 p30

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux