[...] mes n’edont ket o c’hortoz ac’hanomp-ni ; dre-se n’o doa poazhet nemet evel m’oant boas da ober evito o-unan. Ha petra ’oa an dra-se evit ur vandenn dud yaouank eveldomp-ni, toullet-frank o gouzoug gant al labour o doa bet en deiz a-raok e Kergidu ha war hent Kastell ? N’eus forzh, gant ar pezh a yoa, e voe ranket ober, ha den n’en em glemmas.
Ragaroueziet war o hent gant nij an evned, bleniet gant kerzhadeg al loened pevarzroadek, e tenne darn war-du ar Sav-heol, darn war-du ar C’huzh-heol ; darn all a steuzie diwar wel ar bagad anezho e donderioù koadek an Hanternoz ; re-all c’hoazh a droe o c’hammedoù war-du ec’honderioù heoliet-frank ar C’hreisteiz.
Setu e voe lezet ar gwele digor-frank.
Edomp o koaniañ da serr-noz pa grogas hol lestr da zi[z]ouarañ ; kerkent ha m’am boa lonket va fred gant ur galon digor-frank, me ’lavar deoc’h, e pignis war ar pont, sonnoc’h eget ur pipi, rak e sell e oan da vutunat kent mont da gousket ur c’hornedad gant va narghileh nevez-brenet, hag a-greiz m’edon o peurdanañ ar c’horn milliget-se, e stagas ar C’hleber da loveal an donvor, ha setu neuze un abadenn all !
Kathrine he doa gwisket he serviedenn en-dro dezhi, met pa oa aet er-maez evit mont da vreliñsat e oa deuet diouzhtu tad Thomas d'he heul hag e oa chomet dirak an nor ken ma vefe echu ganti, ha derc'hel ar serviedenn digor-frank dirazi.