Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ledan. Digeriñ a rae e zaoulagad ken frank ha ma c'halle. Digor frank eo dor an iliz. E galon a zigoras frank-kaer d'ar beorien. Digoret frank eo e askell. 2. Penn-da-benn. Kouezhañ a reas frank e-barzh al lenn. 3. Kalz. Frank a reuz en deus graet an aneval. Evañ frank. 4. Tr. adv. A youl frank : e doare ub. n'eo ket dalc'het en e oberoù, en e youl. A galon vat hag a youl frank. & Mont re frank ouzh ub. : na vezañ damantus pe seven a-walc'h outañ.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

frank

1659
Daveenn : LDJM.1 pg franchement

Pastorien ! pastorien ! 'r bleiz ne ve tamallet, / Ma ve, eveldoc'h-hu, un douchenn oud e foet [:] / Pa n'hell kaout frank e damm, ez a gantañ dre laer ; / Anez, ermit, pep pred ve goullo e gaoter.

1867
Daveenn : MGK p85

Ouzhpenn, pe evit derc’hel sec’h-mat diabarzh an ti, pe e sell eus ur mennad-kredenn bennak, edo ar voaz, kellies ha m’edo digoumoul an oabl, da zigeriñ frank dor an ti, evit reiñ digemer ennañ d’an heol. Nemet pa ’z ae hemañ da guzh ne serred ken war an ti.

1923
Daveenn : SKET p.65

Izabel ’ta a heulio ar pardonioù ; en-dro devezhioù ar pardon (derc’hent ar pardon, deiz ar pardon ha deiz an adpardon), an ozhac’h hag ar wreg a zigor frankoc’h ar yalc’h, an arc’h hag an armel.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Saig Jelvest, ar c’habiten, a oa ur gwaz, ma oa unan : un den a c’hwec’h troatad, ledan e c’hoûg ; e zaouarn, div c'holvazh ; a-blom war e dreid, e ziv votez-koad, hep gaou, a oa heñvel eus div laouer-doaz ; e benn, ront ha moal evel ur vilienn, a oa garlantezet a vlev, ruz gwechall, dislivet bremañ, ho pije lavaret livet gant dour soavon ; e fri ledan a oa frank-digor ; ha dindan e ambrankoù louet ha druz, daou lagad bihan a skede lemm gwer-c’hlas, siket don gantañ en e benn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.105

Ac’hanta ! Bilzig, dit da leviat ! Digor da zaoulagad ha frank, paotr. Krenañ a ra da zorn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

frank

1931
Daveenn : VALL pg battant

Pa en em gavas an den fentus-mañ e sal-debriñ an ostaleri, ar gengouvidi a zigoras frank o daoulagad, ha frankoc’h c’hoazh pa glevjont ac’hanomp hon daou o komz brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p.98

Miliner Penn-an-Aod a voe ker spontet ouzh e glevout ma tegouezhas dezhañ kouezhañ frank e-barzh al lenn, en ur vont diwezhat eus e vilin d’e di.

1944
Daveenn : ATST p.65

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial