I.
V.g.
1. Kaout muioc'h a frankiz, dont da vezañ dieupoc'h.
2. Brasaat, ledanaat.
Gant ar glaveier emañ ar geunioù o frankaat.
3. Kaout an disamm eus udb. a rae bec'h war e gorf pe e spered.
Frankaat a rae gant ar soñj-se.
II.
V.k.e.
Ledanaat, brasaat.
Frankaet eo bet an hentoù hag ar parkeier gant an adlodennañ. An ti-se zo re enk, ret e vije frankaat anezhañ.
&
Dre skeud.
Frankaat al lezenn ha gwellaat anezhi. Beajiñ a franka an anaoudegezh.
III.
V. dic'hour.
1. FRANKAAT WAR UB. : analañ aesoc'h.
Digorit ar prenestr ma frankay warni.
2. FRANKAAT WAR (DA) UB. (KLAÑV) : gwellaat dezhañ.
Abaoe m'eo bet ar mezeg war e dro eo frankaet warnañ. Mont a reas war frankaat da'm gwreg.
[1954] N’ouzon ket gant peseurt louzoù, gant peseurt pikadenn e reas e daol, met kalz gwelloc’h en em gavas a-daol trumm ar glañvourez, ha kement hini a zeuas bete du-mañ ar Yaou a zisklêrie e-leizh e c’henou : « Ma ! frankaat a ra dezhi, ouzh a ra ! »
N’ouzon ket gant peseurt louzoù, gant peseurt pikadenn e reas e daol, met kalz [g]welloc’h en em gavas a-daol trumm ar glañvourez, ha kement hini a zeuas bete du-mañ ar [Y]aou a zisklêrie e-leizh e c’henou : « Ma ! frankaat a ra dezhi, ouzh a ra ! » - « Frankaat ? eme darn all, ya, mar karan, hag un tamm mat zoken ! »
N’ouzon ket gant peseurt louzoù, gant peseurt pikadenn e reas e daol, met kalz welloc’h en em gavas a-daol trumm a glañvourez, ha kement-hini a zeuas bete du-mañ ar yaou a zisklerie e-leizh e c’henou : « Ma ! frankaat a ra dezhi, ouzh a ra ! » - « Frankaat ? eme darn-all, ya, mar karan, hag un tamm mat zoken ! »