Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[2013] Den ezel eus ur bobl a gomze ur yezh c'hermanek, a ledas he sevenadur war ul lodenn eus kornôg Europa, etre an IIIvet hag an VIIIvet kantved. Nevenoe a roas lamm d'ar Franked e Ballon e 845. [2013] Koshoc'h eo rouantelezh Breizh eget hini ar Franked.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Alan Barveg, Dug a Vreizh, en doa bet aotre e 946 digant e vignon harlu Loeiz IV, roue ar Franked, anavezet gantañ e Londrez, da zigas da Vreizh trevidien c’hall evit kargañ plasoù ar re a oa bet lazhet ha drailhet gant an alouberien norman.

1944
Daveenn : EURW.1 p7

Piv a lavaro pet dek mil, pet kant mil tiegezh a guitaas Bro ar Franked evit dont da chom e-touez Breizhiz rouesaet ha bihanaet o niver ?

1944
Daveenn : EURW.1 p7

Ouzhpenn m'en em lakae dre-se Yann diskennad da C'hralon ec'h embanne ivez e oa koshoc'h rouantelezh Breizh eget hini ar Franked, eeun d'ar mare ma oa an dugelezh o tont a zindan dalc'h ar C'hallaoued.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial