Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. [1732, 1877, 1909, 1925, 1955, 2023] (db. an dilhad, ar pezhioù danvez pe ar blev prl.) Deuet e liv da vezañ displann, dilufr. [1732] Dislivet. [1877] Kaout a reas div gazul dislivet, ur gamz intret hag ur c’halur houarn hanter diarc’hantet. [1909] Dislivet. [1925] Saig Jelvest, ar c’habiten, a oa ur gwaz, ma oa unan : un den a c’hwec’h troatad, ledan e c’hoûg ; e zaouarn, div c'holvazh ; a-blom war e dreid, e ziv votez-koad, hep gaou, a oa heñvel eus div laouer-doaz ; e benn, ront ha moal evel ur vilienn, a oa garlantezet a vlev, ruz gwechall, dislivet bremañ, ho pije lavaret livet gant dour soavon. [1955] [...] gwell eo ganin tremen gant ur c’hozh vragoù ruz takonet, ur vantell c’hlas dislivet hag ur re votoù hep stumm na neuz, gant ma vo sellet ouzhin evel ouzh un den, ha n’eo ket e-giz-mañ, evel pa vijen ul loen, pe ur veradenn gaoc’h yar ! [2023] Pa veze en he gwele ne zouge Kathrine netra war-bouez un T-shirt kozh. Tennañ a reas anezhañ eus ar valizenn. Unan strizh aet teuc'h-tout e oa, gant ur merk bier dislivet warnañ. [2023] Arrebeuri dirapar eus ar bloavezhioù 70 e oant, hag ar rideozioù a oa kozh ha dislivet ivez. & (db. traoù all) [1925] Hag er chapel e tiskouezas dezhañ un daolenn hanter-dislivet. [1944] Kentañ tra 'voe graet, a voe tennañ ur poltred ; bez' em eus miret ul luc'hskeudenn, — dislivet siwazh gant an amzer. [2012] Daou solieradur a oa dezhañ, prenestr ebet, un nor hepken a-rez douar, hag a-zioc'h anezhi talbenn ur voger dall dislivet. 2. (db. kroc'hen an dud) [1732, 1925, 1931] Fall e liv, diyac'h, aet da gozh. [1732] Dislivet eo ar c'hwreg-hont. [1925] Pa selle outañ, krinet e vin ha dislivet, krommet e zivskoaz dindan ar bloavezhioù, ivez dindan pouez ar vuhez diroll en devoa renet, e serre he daoulagad ; hag he c’halon… [1931] Dislivet.

Exemples historiques : 
15
Masquer la liste des exemples

dislivet

1732
Référence : GReg pg (qui a perdu sa) couleur, defait (décoloré), deteindre, deteint(e)

Dislivet eo ar c'hwreg-hont.

1732
Référence : GReg pg flétrir (cette femme à [sic] le tein flétri ; elle commence a [sic] vieillir).

dislivet bet

1732
Référence : GReg pg (qui a perdu sa) couleur

Kaout a reas div gazul dislivet, ur gamz intret hag ur c’halur houarn hanter diarc’hantet.

1877
Référence : EKG.I. p.231

dislivet

1909
Référence : BROU p. 227 (dislivet, déteint)

Hag er chapel e tiskouezas dezhañ un daolenn hanter-dislivet.

1925
Référence : BILZ2 p.118

Pa selle outañ, krinet e vin ha dislivet, krommet e zivskoaz dindan ar bloavezhioù, ivez dindan pouez ar vuhez diroll en devoa renet, e serre he daoulagad ; hag he c’halon…

1925
Référence : BILZ2 p.153

Saig Jelvest, ar c’habiten, a oa ur gwaz, ma oa unan : un den a c’hwec’h troatad, ledan e c’hoûg ; e zaouarn, div c'holvazh ; a-blom war e dreid, e ziv votez-koad, hep gaou, a oa heñvel eus div laouer-doaz ; e benn, ront ha moal evel ur vilienn, a oa garlantezet a vlev, ruz gwechall, dislivet bremañ, ho pije lavaret livet gant dour soavon ; e fri ledan a oa frank-digor ; ha dindan e ambrankoù louet ha druz, daou lagad bihan a skede lemm gwer-c’hlas, siket don gantañ en e benn.

1925
Référence : BILZ2 p.105

dislivet

1931
Référence : VALL pg blafard, blème

Kentañ tra 'voe graet, a voe tennañ ur poltred ; bez' em eus miret ul luc'hskeudenn, — dislivet siwazh gant an amzer, — eus ar baotredigoù-se bodet en-dro d'o mestr karet an aotrou Vallée, ha banniel gwenn erminiget Breizh o 'stribilhañ a-us d'o fenn.

1944
Référence : EURW.1 p59

Un tamm hini bihan a-walc'h e oa, gant ur golo melen dislivet.

1944
Référence : EURW.1 p41-42

Kit da skidañ, Aotronez, gant ho manegoù gwenn, ho togoù piped kouevr hag ho mezher ker, gwell eo ganin tremen gant ur c’hozh vragoù ruz takonet, ur vantell c’hlas dislivet hag ur re votoù hep stumm na neuz, gant ma vo sellet ouzhin evel ouzh un den, ha n’eo ket e-giz-mañ, evel pa vijen ul loen, pe ur veradenn gaoc’h yar !

1955
Référence : VBRU p.32

Daou solieradur a oa dezhañ, prenestr ebet, un nor hepken a-rez douar, hag a-zioc'h anezhi talbenn ur voger dall dislivet.

2012
Référence : DJHMH p.11

Pa veze en he gwele ne zouge Kathrine netra war-bouez un T-shirt kozh. Tennañ a reas anezhañ eus ar valizenn. Unan strizh aet teuc'h-tout e oa, gant ur merk bier dislivet warnañ.

2023
Référence : DREAM p. 92

Arrebeuri dirapar eus ar bloavezhioù 70 e oant, hag ar rideozioù a oa kozh ha dislivet ivez.

2023
Référence : DREAM p.40

L'Office public de la langue bretonne