dislivet
dislivet bet
dislivet
Saig Jelvest, ar c’habiten, a oa ur gwaz, ma oa unan : un den a c’hwec’h troatad, ledan e c’hoûg ; e zaouarn, div c'holvazh ; a-blom war e dreid, e ziv votez-koad, hep gaou, a oa heñvel eus div laouer-doaz ; e benn, ront ha moal evel ur vilienn, a oa garlantezet a vlev, ruz gwechall, dislivet bremañ, ho pije lavaret livet gant dour soavon ; e fri ledan a oa frank-digor ; ha dindan e ambrankoù louet ha druz, daou lagad bihan a skede lemm gwer-c’hlas, siket don gantañ en e benn.
dislivet
Kit da skidañ, Aotronez, gant ho manegoù gwenn, ho togoù piped kouevr hag ho mezher ker, gwell eo ganin tremen gant ur c’hozh vragoù ruz takonet, ur vantell c’hlas dislivet hag ur re votoù hep stumm na neuz, gant ma vo sellet ouzhin evel ouzh un den, ha n’eo ket e-giz-mañ, evel pa vijen ul loen, pe ur veradenn gaoc’h yar !
Daou solieradur a oa dezhañ, prenestr ebet, un nor hepken a-rez douar, hag a-zioc'h anezhi talbenn ur voger dall dislivet.
Pa veze en he gwele ne zouge Kathrine netra war-bouez un T-shirt kozh. Tennañ a reas anezhañ eus ar valizenn. Unan strizh aet teuc'h-tout e oa, gant ur merk bier dislivet warnañ.
Arrebeuri dirapar eus ar bloavezhioù 70 e oant, hag ar rideozioù a oa kozh ha dislivet ivez.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
disloagal