N'eo ket heñvel-krenn an div draonienn-se -ha traoniennoù all niverus a-walc'h e-lec'h ma 'z eo ledan Gourvazenn an Douar-Bras -ouzh an traoniennoù bet studiet uheloc'h. N'int ket dirann: bazennoù a zo etre ar fozioù.
Rak mar deo anavezet hiviziken anv paotr Lotei gant un dornadig mat a vrezhonegerien, hag e oberoù gant ur re bennak ivez, arabat goulenn digant gallegerien Breizh-Uhel enoriñ ha karout un den ha levrioù dianav-krenn evito.
An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.
Evelato, gwell brim e teuas a-benn da foetañ e drantell, ha souzhet[-]krenn e vanis pa grogas va c'hulatorez Soaz Sapeur da ziskleriañ [zisklêriañ] din ar wirionez war he c'hed : "Selaou, mabig, emezi, graet eo an taol gant da dad brav ; dre lonkañ ez eo aet e holl vadoù en e gorf. [...]"
Disklêriañ a ran bezañ ez personel a-enep krenn implij an armoù e n'eus forzh peseurt degouezh.
Triwec'h miz bennak diwezhatoc'h em eus bet tro da lenn ur pennad diwar-benn un hevelep droug a c'hoarvez en ur vro disheñvel-krenn koulskoude, peogwir ez eo bro ar skorn peurbad : er Greunland.
Neuze e paras selloù ar vatezh war an den all, ha souezhet e voe oc'h anavezout Mr Hyde, a oa deuet da weladenniñ he mestr ur wech, hag he doa kavet displijus-krenn.
Nac'h paeañ e dailhoù, gwiskañ arouezioù difennet, sevel ur gambr labour-douar evit ar stourmerien hag evel-se mont a-enep-krenn monopol kambroù al labour-douar, reiñ bod da dud dibaper -felladenn a genskoazell-, krouiñ ha skignañ ur moneiz er-maez lezenn, implijout sielloù melestradurel, nac'h bezañ harzet...
Mots précédents
Mots suivants
krenn