Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(goude un ag., un adv.) [1943] Termen a dalvez da reiñ e dalvoudegezh kreñvañ d'ar ger a lakaer dirazañ. Disheñvel-krenn. Difennet-krenn. Torret-krenn eo ma naon. Diouzhtu-krenn. [1943] N'eo ket heñvel-krenn an div draonienn-se.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

— « Strafuillet on gant ker bras aon / Ma'z eo din torret-krenn va naon ; / Keuz am beus da'z pezañ kredet / Hag amañ da vezañ deuet.

1867
Daveenn : MGK p128

Goulennet gant neb a garfet ; Ha distag-krenn 'vo dec'h lâret : Lemmañ kañfard a zo er vro, Yann ar Fluteg e hanv. Na pegen lemm ve, koulskoude, Ac'h e[o] bet gennet a-zoare : Ar pech peus stignet ar gwellañ, Ho pako 'wecho[ù] da gentañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

D’an daol sakr ec’h eas ive[z], / Ha digemer korf e Zoue ; / Ha diwar neuze, cheñchet-krenn, / En neus bevet en gwir kristen.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Ar wezeg, el lec’h-se, troc’het-krenn ma’z oa diouzh tu ar Sav-heol, a geje gant ur gompezenn digoad, goloet war-hed-gwel a hirc’heot.

1923
Daveenn : SKET p.60

Un heol Mezheven a lugerne en oabl, ha ne voe ket pell ar gerzherien evit c'hweziñ, Yann ha Pêr a zalc'he tost an eil d'egile, hep soursial nemeur ouzh ar soudarded all. Goude un eurvezh vale, ez oant o-daou digevret-krenn diouto.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

N'eo ket heñvel-krenn an div draonienn-se -ha traoniennoù all niverus a-walc'h e-lec'h ma 'z eo ledan Gourvazenn an Douar-Bras -ouzh an traoniennoù bet studiet uheloc'h. N'int ket dirann: bazennoù a zo etre ar fozioù.

1943
Daveenn : TNKN p30

Rak mar deo anavezet hiviziken anv paotr Lotei gant un dornadig mat a vrezhonegerien, hag e oberoù gant ur re bennak ivez, arabat goulenn digant gallegerien Breizh-Uhel enoriñ ha karout un den ha levrioù dianav-krenn evito.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Aheurtet-krenn ha disafar, / E anv din-me ne lavar.

1960
Daveenn : PETO p47

Disklêriañ a ran bezañ ez personel a-enep krenn implij an armoù e n'eus forzh peseurt degouezh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Triwec'h miz bennak diwezhatoc'h em eus bet tro da lenn ur pennad diwar-benn un hevelep droug a c'hoarvez en ur vro disheñvel-krenn koulskoude, peogwir ez eo bro ar skorn peurbad : er Greunland.

1985
Daveenn : DGBD p84

Neuze e paras selloù ar vatezh war an den all, ha souezhet e voe oc'h anavezout Mr Hyde, a oa deuet da weladenniñ he mestr ur wech, hag he doa kavet displijus-krenn.

2012
Daveenn : DJHMH p37

Nac'h paeañ e dailhoù, gwiskañ arouezioù difennet, sevel ur gambr labour-douar evit ar stourmerien hag evel-se mont a-enep-krenn monopol kambroù al labour-douar, reiñ bod da dud dibaper -felladenn a genskoazell-, krouiñ ha skignañ ur moneiz er-maez lezenn, implijout sielloù melestradurel, nac'h bezañ harzet...

2015
Daveenn : DISENT p57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial