Ar.
(dirak un av.)
Dre.
[1732] A-forzh skeiñ. A-forzh gouelañ.
HS. war-bouez.
&
GALLEK., ROUEZ.
[1877, 1929, 1985] A-FORZH DA + av. : Dre forzh.
[1877] [...] ha n’em eus gellet tommañ din, nemet a-forzh da lopañ war ar goueriaded.
[1929] En diwezh, a-forzh da vale ec'h en em gavjomp dirak un nor vras. [1985] Hag a-forzh da lakaat koaven war al lec'h gwiridik e teuas ar boan da sioulaat.
— Nann, eme unan eus ar soudarded, evidon-me a oa skornet dija, ha n’em eus gellet tommañ din, nemet a-forzh da lopañ war ar goueriaded.
— Nann, eme unan euz ar zoudarded, evidon-me a ioa skournet dija, ha n’em euz gellet tomma dign, nemed a fors da lopa var ar goueriaded.
1877
Référence :
EKG.I.
p.169
Evelato, a-forzh da boaniañ ec’h en em gavis dirak pont Keraouell.
Evelato, a fors da boania ec’h en em gaviz dirak pount Keraouell.
1878
Référence :
EKG.II
p.22
En em gavet e-kichen un dorgennig, ni a droas a-gleiz hag a gerzhas eteit [hed-da-hed] ur voger uhel, kinviek ha kildroennet. En diwezh, a-forzh da vale ec'h en em gavjomp dirak un nor vras.
En em gavet e-kichen eun dorgennig, ni a droas a-gleiz hag a gerzas eteit eur voger uhel, kinviek ha kildrôennet. En diwez, a forz da vale ec'h en em gavjomp dirag eun nor vras.
1929
Référence :
SVBV
p12
Daou zevezh a rankis chom da ehanañ, hag a-forzh da lakaat koaven war al lec'h gwiridik e teuas ar boan da sioulaat, hag e c'hellis adkregiñ gant va labour end-dro.