Adv. ha Stn.
1. Adv.
[1931] Kalz, a-leizh.
En ur grial a-forzh. Dour sklaer o strinkañ diouzh ar feunteunioù a-forzh
2. Stn.
(goude un anv lies, hollek pe stroll)
A-leizh.
Ur goan eus ar re wellañ gant banneoù a-forzh. Tan a-forzh a voe graet.
DHS. a-fonn, a-leizh, a-vordilh.
Soñjal a rae dezho e tlee bezañ er gouent-se aour a-forzh hag arc’hant da vuzulañ gant ar boezell.
Sonjal a rea d’ezho e tlie beza er gouent-se aour a forz hag arc’hant da vuzula gand ar boezell.
1877
Référence :
EKG.I.
p.36
War-dro eizh eur e voe dijuniñ. Un daol a yoa savet e porzh ti-kêr ; kement tra vat a voe kavet e pep ti a voe digaset di : gwin ha gwin-ardant a voe a-forzh, ha, pa savas ar soudarded diouc’h an daol, e oa ker ruz o fenn ha kribell ur c’hilhog.
Var dro eiz heur e oue dijuni. Eun daol a ioa savet e porz ti-kear ; kement tra vad a oue kavet e pep ti a oue digaset di : guin ha guin-ardant a oue a forz, ha, pa zavaz ar zoudarded diouc’h an daol, oa ker ruz ho fenn ha kribell eur c’hillok.
1877
Référence :
EKG.I.
p.234-235
Leizh-kof a voe debret hag evet, ha glabous a-forzh a yoa gant ar soudarded, pa deujont er-maez ; tomm 'oa d’o ginou, e-feson.
Leiz kof a oue debret hag evet, ha glabouz a forz a ioa gand ar zoudardet, pa deuchont er meaz ; tomm oa d’ho ginou, e fesoun.