Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Adv. ha Stn. 1. Adv. [1931] Kalz, a-leizh. En ur grial a-forzh. Dour sklaer o strinkañ diouzh ar feunteunioù a-forzh 2. Stn. (goude un anv lies, hollek pe stroll) A-leizh. Ur goan eus ar re wellañ gant banneoù a-forzh. Tan a-forzh a voe graet. DHS. a-fonn, a-leizh, a-vordilh.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Soñjal a rae dezho e tlee bezañ er gouent-se aour a-forzh hag arc’hant da vuzulañ gant ar boezell.

1877
Daveenn : EKG.I. p.36

War-dro eizh eur e voe dijuniñ. Un daol a yoa savet e porzh ti-kêr ; kement tra vat a voe kavet e pep ti a voe digaset di : gwin ha gwin-ardant a voe a-forzh, ha, pa savas ar soudarded diouc’h an daol, e oa ker ruz o fenn ha kribell ur c’hilhog.

1877
Daveenn : EKG.I. p.234-235

Leizh-kof a voe debret hag evet, ha glabous a-forzh a yoa gant ar soudarded, pa deujont er-maez ; tomm 'oa d’o ginou, e-feson.

1877
Daveenn : EKG.I. p.250

a-forzh

1931
Daveenn : VALL pg (très) abondamment

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial