Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Ar. (dirak un av.) Dre. [1732] A-forzh skeiñ. A-forzh gouelañ. HS. war-bouez. & GALLEK., ROUEZ. [1877, 1929, 1985] A-FORZH DA + av. : Dre forzh. [1877] [...] ha n’em eus gellet tommañ din, nemet a-forzh da lopañ war ar goueriaded. [1929] En diwezh, a-forzh da vale ec'h en em gavjomp dirak un nor vras. [1985] Hag a-forzh da lakaat koaven war al lec'h gwiridik e teuas ar boan da sioulaat.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

a-forzh gouelañ

1732
Daveenn : GReg pg force (A force de pleurer.)

a-forzh skeiñ

1732
Daveenn : GReg pg force (A force de coups.)

a-forzh c'hoarzhin

1732
Daveenn : GReg pg force (A force de rire.)

— Nann, eme unan eus ar soudarded, evidon-me a oa skornet dija, ha n’em eus gellet tommañ din, nemet a-forzh da lopañ war ar goueriaded.

1877
Daveenn : EKG.I. p.169

Evelato, a-forzh da boaniañ ec’h en em gavis dirak pont Keraouell.

1878
Daveenn : EKG.II p.22

En em gavet e-kichen un dorgennig, ni a droas a-gleiz hag a gerzhas eteit [hed-da-hed] ur voger uhel, kinviek ha kildroennet. En diwezh, a-forzh da vale ec'h en em gavjomp dirak un nor vras.

1929
Daveenn : SVBV p12

Daou zevezh a rankis chom da ehanañ, hag a-forzh da lakaat koaven war al lec'h gwiridik e teuas ar boan da sioulaat, hag e c'hellis adkregiñ gant va labour end-dro.

1985
Daveenn : DGBD p132

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial