I.
H.g.
1. Pezh zo enep diazezoù ar vuhezegezh vat, enep ar mad.
Ober ar fall.
2. Ar mad pe fall, ar mad ha fall, ar fall ha mad : perzhioù mat ha perzhioù fall ub., udb., ar pezh zo mat pe fall, mat ha fall ennañ.
Pep tra en deus e fall ha mad.
II.
H.g.
Dre ast.
A. Termen a dalvez da aroueziñ an dud zo boas da seveniñ oberoù zo enep diazezoù ar vuhezegezh vat, enep ar mad.
Ar fall a c'hounez atav. Ne vezer labezet nemet gant ar fall : n'eus nemet an dud fall a glask lakaat ar re all da goll o anv-mat.
B. (db. stad an dud, an traoù)
1. Sempladurezh.
Kouezhet eo ar fall warno.
Bezañ klañv gant ar fall.
2. Tapout, pakañ, dastum, serriñ e fall : kleñvel.
III.
H.g.
1. (db. an dud)
Kas udb. da fall : e gas da goll.
&
Kemer udb. da fall : na zegemer komzoù ub.
&
C'hoari da fall : hep lakaat arc'hant er c'hoari.
2. (db. an dud)
Mont da fall : na vezañ en e yec'hed ken, abalamour d'e oad.
&
Ma yec'hed zo o c'hoari da fall : emaon o koll ma yec'hed.
3. (db. an traoù)
Mont da fall, treiñ da fall : bezañ war e ziskar, mont da goll, mont da get. Aet eo o c'henwerzh da fall.
Aet eo ar blantenn roz da fall : marvet eo.
Aet eo ma zenn da fall : skoet em eus e-biou.
4. (db. ar benvegoù)
Mont da fall : uzañ.
Aet eo ar rabot da fall.
HS. droug.
ES. mad.
IV.
Impl. da anv unan
Na vezañ ur fall : na vezañ un dra zisplijus.
N'eo ket ur fall gwelet seurt arvestoù. Ne vo ket ur fall deoc'h kaout un devezh diskuizh bennak.
Référence :
GReg
pg gâter (Ils ont gâté cet enfant.)
Ne oar ket c'hoazh dibabañ an droug diouc'h ar mad.
Né oar két c'hoaz dibaba ann drouk diouc'h ar mâd.
1850
Référence :
GON.II
pg dibaba (Il ne sait pas encore discerner le mal du bien).
O c'hoari kas ar fall er-maez, / Ganti abred e vioc'h teurket.
O c'hoari kas ar fall er meaz, / Gant-hi a-bred e vioc'h teurket.
1867
Référence :
MGK
p132
Eus an holl ouiziegezh-se ne denne Manos ha Bena lorc’h ebet, dre na welent war o zro den a gement a vije bet da dezhañ o c’hammveuliñ hag o c’has da fall.
Eus an holl ouiziegez-se ne denne Manos ha Bena lorc’h ebet, dre na welent war o zro den a gement a vije bet da d’ezan o c’hamm-veuli hag o c’has da fall.
1923
Référence :
SKET
p.39
Dont a rejont da di Eparios, roue ar vro-Wenn ; unnek nozvezh e vanjont eno, ha, da c’hopraat dezhañ e herberc’hadenn, e trojont da fall e zaouzek mab hag e ugent merc’h.
Dont a rejont da di Eparios, roue ar vro-Wenn ; unnek nozvez e vanjont eno, ha, da c’hopraat d’ezan e herberc’hadenn, e trojont da fall e zaouzek mab hag e ugent merc’h.
1923
Référence :
SKET
p.77
N'anavan-me 'met Reizh Doue, / Hor Salver ker, ha nikun all[,] Da zilenn gwirion Mad diouz Fall.
N' anavan-me 'met Reiz Doue, / Hor Salver ker, ha nikun-all. / Da zilenn gwirion Mad diouz Fall.
1960
Référence :
PETO
p79
Ar Suised o doa prometet / 'Tennjent war ar sitoianed, / Met digant pobl Bro-C'hall / O deus tapet o fall.
Ar Suised o doa prometet / 'Tennjent war ar sitoyaned, / Met digant pobl Bro-C'hall / O deus tapet o fall.
1960
Référence :
PETO
p45
Touer reuzeudik, kenavo Er Bed Dianav 'lec'h ma vo Lakaet ar c'hemm 'tre Mad ha Fall, Etre lagadeg ha den dall, 'Tre ' re a suj, poellek ha fur, Ha ' re a zisent diouz[h] ar stur.