Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Pezh zo enep diazezoù ar vuhezegezh vat, enep ar mad. Ober ar fall. 2. Ar mad pe fall, ar mad ha fall, ar fall ha mad : perzhioù mat ha perzhioù fall ub., udb., ar pezh zo mat pe fall, mat ha fall ennañ. Pep tra en deus e fall ha mad. II. H.g. Dre ast. A. Termen a dalvez da aroueziñ an dud zo boas da seveniñ oberoù zo enep diazezoù ar vuhezegezh vat, enep ar mad. Ar fall a c'hounez atav. Ne vezer labezet nemet gant ar fall : n'eus nemet an dud fall a glask lakaat ar re all da goll o anv-mat. B. (db. stad an dud, an traoù) 1. Sempladurezh. Kouezhet eo ar fall warno. Bezañ klañv gant ar fall. 2. Tapout, pakañ, dastum, serriñ e fall : kleñvel. III. H.g. 1. (db. an dud) Kas udb. da fall : e gas da goll. & Kemer udb. da fall : na zegemer komzoù ub. & C'hoari da fall : hep lakaat arc'hant er c'hoari. 2. (db. an dud) Mont da fall : na vezañ en e yec'hed ken, abalamour d'e oad. & Ma yec'hed zo o c'hoari da fall : emaon o koll ma yec'hed. 3. (db. an traoù) Mont da fall, treiñ da fall : bezañ war e ziskar, mont da goll, mont da get. Aet eo o c'henwerzh da fall. Aet eo ar blantenn roz da fall : marvet eo. Aet eo ma zenn da fall : skoet em eus e-biou. 4. (db. ar benvegoù) Mont da fall : uzañ. Aet eo ar rabot da fall. HS. droug. ES. mad. IV. Impl. da anv unan Na vezañ ur fall : na vezañ un dra zisplijus. N'eo ket ur fall gwelet seurt arvestoù. Ne vo ket ur fall deoc'h kaout un devezh diskuizh bennak.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Aet eo ar c'hrouadur-hont da fall gante.

1732
Daveenn : GReg pg gâter (Ils ont gâté cet enfant.)

ne oar ket c'hoazh dibabañ an droug diouc'h ar mad

1850
Daveenn : GON.II pg dibaba

O c'hoari kas ar fall er-maez, / Ganti abred e vioc'h teurket.

1867
Daveenn : MGK p132

Eus an holl ouiziegezh-se ne denne Manos ha Bena lorc’h ebet, dre na welent war o zro den a gement a vije bet da dezhañ o c’hammveuliñ hag o c’has da fall.

1923
Daveenn : SKET p.39

Dont a rejont da di Eparios, roue ar vro-Wenn ; unnek nozvezh e vanjont eno, ha, da c’hopraat dezhañ e herberc’hadenn, e trojont da fall e zaouzek mab hag e ugent merc’h.

1923
Daveenn : SKET p.77

N'anavan-me 'met Reizh Doue, / Hor Salver ker, ha nikun all[,] Da zilenn gwirion Mad diouz Fall.

1960
Daveenn : PETO p79

Ar Suised o doa prometet / 'Tennjent war ar sitoianed, / Met digant pobl Bro-C'hall / O deus tapet o fall.

1960
Daveenn : PETO p45

Touer reuzeudik, kenavo Er Bed Dianav 'lec'h ma vo Lakaet ar c'hemm 'tre Mad ha Fall, Etre lagadeg ha den dall, 'Tre ' re a suj, poellek ha fur, Ha ' re a zisent diouz[h] ar stur.

1960
Daveenn : PETO p22

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial