Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. A. (db. stad korf an dud) 1. Sempl, dinerzh. Bezañ fall diouzh e sav, war e dreid : na vezañ sonn war e zivesker. Bezañ erru (ar) fallañ ma c'haller. Fall eo ma brec'h : ne'm eus ket a nerzh enni. 2. Trl. Bezañ fall e gorf, kaout korf fall : na vezañ gwall yac'h. & Dont da vezañ fall, mont fall : santout emeur o vont da semplañ. 3. Bezañ fall : bezañ klañv Fall eo e dad abaoe daou viz. Gwall fall e oa bet e-pad ma oa brazez. & Mont fall : kleñvel. Aet eo fall, dister. B. (db. barregezh an dud) BEZAÑ FALL D'OBER UDB. : na vezañ gwall varrek da seveniñ udb. Bezañ fall da redek, da lammat, da ganañ. C. (db. anien, emzalc'h an dud) 1. Drouk, a ra gaou ouzh ar re all. Un den fall, ur fall zen. Tud fall, fall dud. Ar fall binvidien. Ur briñsez fall. Bremañ eo erru an hall dud fall pe falloc'h. 2. (db. ar vugale) Disent, diaes dont a-benn anezhañ. Ro peoc'h, marmouz fall. Hennezh zo ur paotr fall. 3. Trl. Ober e benn fall, c'hoari e benn fall : nac'h ober ar pezh a c'houlenner digantañ, ober a-ratozh ar c'hontrol eus ar pezh a c'houlenner digantañ. [1924] Biskoazh he fenn fall n’he devoa bet graet !… Petra ?… 4. (db. dougoù an dud) Ur pleg fall, un tech fall : ur gwall bleg, ur gwall dech. An techoù fall a drec'has war ar re vat. & C'hoantegezhioù fall : n'int ket dereat, hervez ar pezh a erbeder, a zegemerer er vro-mañ-bro. 5. (db. emzalc'h an dud) Na seven ket e zleadoù. Un tad fall, ur vamm fall. Breudeur fall. Ur c'hristen fall : ur brizh kristen. 6. (db. buhezegezh an dud) Na vev ket hervez an doareoù zo degemeret, erbedet er vro m'emañ o chom. Tud a vuhez fall. Ober e bezh fall : bevañ en e roll, ren ur vuhez diroll, hervez an doareoù bevañ degemeret, erbedet prl. & Ar merc'hed fall : ar gisti. & Pezh fall : gast. Ar vaouez-se zo ur pezh fall ! & Ren ur vuhez fall : na vevañ diouzh an doareoù zo degemeret, erbedet prl. 7. (en e zerez uhelañ, dirak un ak.) Gwashañ. Hennezh eo ar fallañ gaouiad zo er vro. [1877] Va c’hrediñ a c’hellit, meur a wenneg a goustas da Blougerneiz bevañs ha lojeiz ar soudarded-se, rak n'eo ket an traoù fallañ a zebrent nag a event. 8. (db. komzoù an dud) Kemer udb. a berzh fall : e gompren evel pa vefe lavaret gant ub. zo enep dezhañ. D. Trl. An dorn fall, ar vrec'h fall : an dom, ar vrec'h kleiz. N'eo ket evit heskennat gant e vrec'h fall. E. (db. an traoù) 1. Dezhañ ur si, un namm. Ur gontell fall. Fall eo ma lunedoù. Dilhad fall : aet teuc'h. Marc'hadourezh fall : dister he zalvoudegezh. 2. Na zegouezh ket evit seveniñ tra pe dra. Un alc'hwez fall : na zegouezh ket evit dibrennañ potailh pe botailh. Aet eo dre an hent fall : na gas ket d'al lec'h ma oa e soñj mont. Lakaet ec'h eus ar c'hondre war an tu fall. Douar fall : n'eo ket mat evit gounit ar plant. Al louzeier fall : n'int mat da netra. 3. Re skort evit ma c'hallfed bastañ d'an ezhomm-mañ-ezhomm. Fall eo bet an eost er bloaz-mañ. 4. (db. an anadennoù natur) Amzer fall : prantad ma ra glav pe avel pe c'hoazh ma vez yen an amzer. & An amzer fall, ar fall amzer : ar wallamzer. & Fall eo ar mor rust eo. 5. Displijus da skiantoù an den. C'hwezh fall. Blaz fall. & (kreñvaet gant un ag., un ak. a dalvez da adv. pouez.) An avaloù-se zo fall-put. Fall-daonet eo ar gwin-se. Ar soubenn-mañ zo fall-hoc'h. 6. (db. aferioù an dud) Na zeu ket da benn. Ar re-se a oa aet fall an traoù ganto. 7. (db. ar c'henwerzh) Bezañ fall war udb. : bezañ izel priz an dra-se. Fall eo war ar greun, war al loened. HS. laosk. II. Adv. A. (db. oberoù, doareoù ober an dud) 1. En un doare na zegouezh ket. Labourat a ra fall er skol. Kanañ a reont fall. 2. En un doare na zere ket. Ober fall da ub. : e wallgas. Fall a raent : n'en em renent ket evel ma tere ober. B. (db. stad an dud, an traoù) 1. (db. an dud; goude un ag.) Gwall. Pa vin klañv fall war ma gwele. Bezañ tapet fall, tizhet fall. Bezañ imoret fall : bezañ gwall imoret. & Bezañ troet fall : bezañ gwall imoret. 2. (db. an traoù) En un doare na zegouezh ket. Un ardivink eouliet fall. 3. (db. an traoù) En un doare na dalvez ket da zen pe zen. Fall ez a ar pesketaerezh. O atant a oa bet troet fall.

Exemples historiques : 
98
Masquer la liste des exemples

fall

1499
Référence : LVBCA p75 ('faible')

Pe da heni ez respontas ar werc'hez : [«]Entent, me a[z] ped hag egzamin envat kent barn petra a lavaran dit, pe me a zle mui choazañ ur roue debil, fall, mortel, hakr, ha bilen, ha diform[.»]

1576
Référence : Cath p19

den fall

1659
Référence : LDJM.1 pg vicieux

fall

1659
Référence : LDJM.1 pg debile, enerué, foible, imbécile, mauuais

louvidigez fall

1659
Référence : LDJM.1 pg (vue) vesse

plac'h fall

1732
Référence : GReg pg bergere (une commode)

leun a neuzioù fall

1732
Référence : GReg pg grimacier (-e)

graet neuzioù fall

1732
Référence : GReg pg grimacer (faire des grimaces, pp.)

ober neuzioù fall

1732
Référence : GReg pg grimacer (faire des grimaces)

a zo a fall bouez

1732
Référence : GReg pg alloy

neuzioù fall

1732
Référence : GReg pg grimace (laide contorsion du visage, p.)

neuz fall

1732
Référence : GReg pg grimace (laide contorsion du visage)

pep hini a gav graet mat e labour, peger fall bennak a vez

1732
Référence : GReg pg chacun (trouve bon son ouvrage, quelque mauvais qu'il soit)

Ur bobl fall ha bastard a c'houlenn burzhudoù, ha ne welo nikun eme Jezuz-Krist.

1732
Référence : GReg pg generation (Une generation mechante & illégitime demande des miracles, on ne lui en fera point voir.)

A-wechoù mat, a-wechoù fall.

1732
Référence : GReg pg fois (Quelque fois bien, quelque fois mal.)

fall

1732
Référence : GReg pg foible (debile, Van.)

falloc'h

1732
Référence : GReg pg foible (debile, Van.)

ur c'hristen fall a zen

1732
Référence : GReg pg ame

aet eo da fall

1732
Référence : GReg pg (ses forces sont) épuisées

gwin fall

1732
Référence : GReg pg chasse-cousins (mechant vin)

cher fall a zo gantañ

1732
Référence : GReg pg (il fait mauvaise) chere

Falloc'h eo hemañ eget egile.

1850
Référence : GON.II pg fall (Celui-ci est plus mauvais que l'autre).

Ar fallañ a zo mat a-walc'h evidon.

1850
Référence : GON.II pg fall (Le plus mauvais est assez bon pour moi).

loen fall

1850
Référence : GON.II.HV pg loen (-fall)

Boazioù fall en deus kemeret abaoe emañ eno.

1850
Référence : GON.II pg boaz (Il a pris de mauvaises habitudes depuis qu'il est là).

fall fall

1850
Référence : GON.II p.23, livre premier, "mauvais mauvais, très-mauvais".

C'hwezh fall a glevan.

1850
Référence : GON.II pg klévet (Je sens une mauvaise odeur).

tec'hit diouzh an darempredoù fall

1850
Référence : GON.II pg darempred

n'eo ket fall an darvoud

1850
Référence : GON.II pg darvoud

fall

1850
Référence : GON.II pg drouk, droug, fall (Mauvais. Méchant. Usé. Chétif. - Failli. H.V. Il se dit aussi d'une personne très malade. adverbe [...] "mal, d'une mauvaise manière"), falla, falloc'h, gwasa, gwâz, gwasoc'h, toc'hor + p.22, livre premier, "mauvais".

N'eo ket fall ar gwin-mañ.

1850
Référence : GON.II pg fall (Ce vin-ci n'est pas mauvais).

Un den fall eo.

1850
Référence : GON.II pg fall (C'est un méchant homme).

Gwall fall eo ho sae.

1850
Référence : GON.II pg fall (Votre habit est bien usé, bien mauvais).

Fall-bras eo abaoe dec'h.

1850
Référence : GON.II pg fall (Il est bien malade depuis hier).

Fall eo graet ganeoc'h.

1850
Référence : GON.II pg fall (Vous l'avez mal fait).

falloc'h

1850
Référence : GON.II pg fall (au comparatif, "plus mauvais, plus méchant, plus mal"), falloc'h

fallañ

1850
Référence : GON.II pg fall (Au superlatif, "le plus mauvais, etc."), falla (Voyez "fall").

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Référence : MGK p2

An aotrou Milin n'en deus ket graet eveltañ, en ur anaout an hent mat, n'en deus ket kemeret an hent fall.

1867
Référence : MGK Rakskrid IX

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.

1867
Référence : MGK p26

Ar bobl, war gement-mañ, a zihunas raktal, a gasas dioutañ [sic] ar barrad-amzer fall

1867
Référence : MGK p4

Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp

1867
Référence : MGK p12

Kanerez fall ha kozh trabell, a lavarjont a vouez uhel; reiñ 'rez deomp ur vicher gempenn; ret ve kaout kant ha kant den, 'vit dibabañ kanab ar vro.

1867
Référence : MGK p15

kas er-maez eus e di, boazioù fall ha nevezenti

1867
Référence : MGK Rakskrid XII

Tud Perroz n’oant ket evit dont war-eeun eus ar gêr, rak ul lastez soudarded, hanvet "garde-kot", leun a feiz fall, a fallagriezh hag a drubarderezh, deuet di, war o meno, evit difenn ar vro a-enep ar Saozon, ha ne raent nemet laerezh hag en em vezviñ, o divije buan o diskuilhet hag o c’haset d’ar marv.

1877
Référence : EKG.I. p.97-98

Ar re a ra fall a vez aonik.

1877
Référence : EKG.I. p.233

Ker kozh-se eo ; mes n'eo ket falloc’h evit-se.

1877
Référence : EKG.I. p.229

Ar beleg a sav adarre e vouezh hag ar bobl a ziskan outañ : Ar beleg : "Ab irâ et odio et omni malâ voluntate", Diouc’h ar gounnar, ar gasoni ha pep c’hoant fall, Ar bobl : "Libera nos, Domine !" Pellait ac’hanomp, Aotrou !

1877
Référence : EKG.I. p.166

Evit gwir, abaoe an nozvezh a laka ac’hanon da ruziañ, em eus kaset pevar d’ar prizon ; mes n'eo ket pevar oa din bezañ kaset, na pevar-ugent zoken, mes pevar-c’hant pe ouc’hpenn, evit tennañ, en un taol, an holl louzeier fall eus va farrez Plouared.

1877
Référence : EKG.I. p.143-144

D’ar mare-se, n’oa ket brav doare an dud war an douar. Doue, droug ennañ o welet pec’hedoù ar vro, a lezas e vugale da ober o fenn o-unan. Dall evel ma’z eo an dud hep skoazell an Aotrou Doue, ne zalejont ket da vont dre an hent fall, fall e pep giz : fall evit traoù ar bed-mañ kerkoulz hag evit traoù ar bed-all.

1877
Référence : EKG.I. p.1

Va c’hrediñ a c’hellit, n’eus ket bet biskoazh falloc’h soudarded, ha n’eo ket hep souezh, rak an darn vuiañ anezho n’oant bet biskoazh krog e fuzuilh ebet.

1877
Référence : EKG.I. p.309

Me gredfe kentoc’h e teufe, e-pad an emgann, an Aotrou Doue da zilezer an den da heuilh sioù fall e galon, da ober droug dezhañ e-unan ha da dud ne anavez ket zoken, abalamour ar brezel a zo unan eus e walinier.

1877
Référence : EKG.I. p.287

Va c’hrediñ a c’hellit, meur a wenneg a goustas da Blougerneiz bevañs ha lojeiz ar soudarded-se, rak n'eo ket an traoù fallañ a zebrent nag a event.

1877
Référence : EKG.I. p.236-237

P’edon etre unnek eur hag hanternoz, va-unan, e-tal tour Berven, pevar alc’houez, daou fall anezho, etre va daouarn, ez ae buanoc’h ar soñjoù dre va fenn, hag e teue tammoù enkrez din, hag e krene va izili, ret eo hen anzav.

1878
Référence : EKG.II p.123

— Diouc’h [Diouzh] pelec’h an diaoul, eme ur soudard, eo deuet an tenn ifern-se ? Kozh bro fall !

1878
Référence : EKG.II p.89

N’en em chalit ket re, Anna Roue : an traoù ne droint ket marteze ker fall ha ma soñj deoc’h.

1878
Référence : EKG.II p.80

— Doue koulskoude a varno ac’hanoc’h hag a stardo warnoc’h mar kendalc’hit da ober fall, evel ma rit bremañ. — Lezit anezhañ ganeomp, ni er lakaio war e du, a-raok ma’z aimp kuit eus ar vro-mañ.

1878
Référence : EKG.II p.64

— Me ? — Ya, c’hwi, den fall. — Me, den fall ? — Ya, c’hwi. — Biskoazh den n’en deus lavaret din kemend-all ; ha c’hwi a zislonko ar ger-se, pe me ’welo.

1878
Référence : EKG.II p.62

Koue[zh]et e[o] warnon ma fec’hed / Gant kreñvoc’h 'viton ‘c’h on lardet / Yannig, ma far, groet hoc’h eus fall. / Klemm ha hirvoudiñ, tra na dal' ; Mard e[o] ho laeroñsi gwirion, / Hastet mont da ga[ou]t ar person ; / Anez dic’haouiñ prim ‘m eus aon, / E vezo amañ glaz ha kañv ! /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ac'hanta ! ma mignon, petra rafes, lâr din, d'un den fall a zeufe da'z ti da zispenn, dirazout, en e gomzoù, ur vamm e teus karet hag a garez kement ?

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

— Petra a c’hoarvez ganti ? a adlavare ar mestr dezhañ e-unan… Biskoazh he fenn fall n’he devoa bet graet !… Petra ?…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032 (Gouere-Eost 1924)

Fall eo ar stumm-ober-se pa garfe harpañ ar gwellaat war ar genwarizi ha neket war vouezh [?] an dlead.

1924
Référence : SKET.II p.20, notenn (1)

Dre-se e tenn da astenn ha da greñvaat an daou bleg fallañ eus kalon mab-den : ar pleg da ereziñ ha da gevezañ ar re-all.

1924
Référence : SKET.II p.20, notenn (1)

Ar goaperien, an teodoù fall a lavare « en stank ar vilin-avel » ; en gwirionez, o tont d’ar gêr eus a Vro-Saoz, evit dimeziñ da Janedig.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924), ("dimeï" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Ar c'heloùioù a gerzh, a red buan, ha dreist-holl ar c'heloùioù fall.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Fall a raent, arabat eo lavaret nann. Siwazh !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Ur grabanad da Vilzig, un taol troad dezhañ en e revr : — Marmouz fall ! louidig… me ’lavaro d’an aotrou person !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

— Pennek out, mabig, pennek ; imor fall a zo ennout, ijin fall, ’m eus aon. Diwall, mab, diwall, ha dalc’h mat, dindan eñvor, ar c’homzoù fur ac’h an da ziskiñ dit : "Nep na sent ket ouzh ar stur / Ouzh ar « wialenn » a raio sur !"

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

avel fall

1927
Référence : GERI.Ern pg avel

deuet dre an hent fall

1931
Référence : VALL pg acquérir (mal acquis)

fall-tre

1931
Référence : VALL pg affreux

brec'hiet(-mat, -fall, etc)

1931
Référence : VALL pg (qui a des) bras (bons, mauvais, longs, courts, etc.)

ker fall all

1931
Référence : VALL pg avenant

ober e lez 'met da fall peogwir eo dimezet

1931
Référence : VALL pg (pas pour de) bon

ober fall da ub.

1931
Référence : VALL pg agir (mal avec qqn)

tres fall warnañ

1931
Référence : VALL pg allure

da fall

1931
Référence : VALL pg (pas pour de) bon

bouc'halet eo ar merour gant ar perc'henn fall

1931
Référence : VALL pg accabler (le fermier est accablé par le mauvais propriétaire)

fall-tre

1931
Référence : VALL pg (temps) affreux

An eil diaoul. — « N’oc’h ket bet ur wreg vat. » An diaoul kentañ. — « Ur wreg fall oc’h bet. ». An eil diaoul. — « Falloc’h ne vez ket kavet. » An diaoul kentañ. — « Ho kwaz en deus bet da c’houzañv sec’hed ha naon. »

1944
Référence : ATST p.58

E-lec’h mont da Giouidig, kemerout a reas hent Penn-ar-Pont, da vont da gavout Job ; hag e lavare, dre ma kerzhe a-hed ar stêr : — « Un afer fall ! un afer fall ! fall ! fall ! »

1944
Référence : ATST p.97

C’HWEZEKVET PENNAD Un afer falloc’h c’hoazh — « Un afer fall… fall !… » a lavare Lom, dre ma kerzhe a-hed ar stêr, eus Kiouidig da Benn-ar-Pont.

1944
Référence : ATST p.99

— « Yec’hed deoc’h ho[-]taou ! » emezañ. Ar marichal a evas e volennad sistr en ur glukadenn. — « Sistr mat eo, marichal ? » — « N’eo ket fall, Job. »

1944
Référence : ATST p.123

Betek neuze e veze brezhoneget hep teurel pled ; bremañ avat e veze brezhoneget dre vis fall.

1944
Référence : EURW.1 p42

– « Na vimp ket falloc'h neblec'h ebet eget er golaj-se. Ur prizon ! »

1944
Référence : EURW.1 p38

Ur skouer fall e oamp d'an diskarded all, gant hor c'henseurtiezh re zigabestr, ha da viz Gouere 1895 e voe roet da c'houzout d'hor bandenn na dalveze ket ar boan deomp dont da glask digor ken.

1944
Référence : EURW.1 p43

An daou di a oa savet an eil e-kichen egile, ar pezh a oa un dra fall ; an dorioù a zegouezhe eeun-hag-eeun an eil dirak eben, ar pezh a oa falloc’h c’hoazh.

1944
Référence : ATST p.26

- Ha krediñ a ra dit, Abgrall, - « te » a lavarent an eil d'egile, hag en em envel a raent dre o anvioù tud, a-enep ar Reolenn, pa vezent o-daou ; - ha krediñ a ra dit eo ken fall-se ar merc'hed ?

1949
Référence : SIZH p.53

Ouzhpenn "en em gannañ", e talvez ivez ar ger-se kement hag "enebiñ", "ober ar penn fall".

1960
Référence : PETO p87

Gwir frankiz he deus ar bobl e Bro C'hall / Pa 'z eo dic'halloud an drubarded gall./ Ha ne vefes ket a-du gant seurt tud ? / Da salud 'gavan direizh ha fall-put.

1960
Référence : PETO p35

Ho sakramanchoù zo fall-put, / Eme d'an dud, tagnous e vouezh, / E-ser ac'hanoc'h kas gwallvrud, / Ho kure kozh, an hailhon gouez.

1960
Référence : PETO p30

Ne ouien ket 'oa tra ken fall / Al le a ris, uhel ma dorn, / Hep youl d'enebiñ, skort ha dall, / Ouzh lusk un nerzh hud ha yen-skorn.

1960
Référence : PETO p27

An traoù da fall[,] trumm zo troet, / D'am farrezioniz n'on mui tad. / D'am c'hure didou [int] 'n em roet, / Ac'hanon ken ne reont stad.

1960
Référence : PETO p28

Unan bennak a sko war an nor hanter-zigor. Lavarout a rit : "deuit tre". Bez' ez eo dres an hini m'edoc'h o komz diwar e benn, falloc'h eget matoc'h. Na pegen hegasus !

1973
Référence : HYZH Niv. 88 p. 42, Anjela Duval

Ha pleg-mor Biskaya a fell dezhañ, evit doare, diskouez din n'eo ket bet laeret gantañ ar vrud fall en deus ha n'emaon ket kaer war va zu pa zivorfilan em gweleig.

1985
Référence : DGBD p10

Ar fallañ rapatuilhachoù eus an avaloù a laosker gant Youenn hag e lavarer dezhañ en em geitañ ganto.

1999
Référence : KOKE.II p191

Gant an taolioù-se e klasker diskouez piv eo an enebourien e gwirionez, teurel un tamm sklêrijenn war o c'homzoù toull, war o oberezhioù kuzh, hag all, hag all... betek ma kollfont an dud a vot evite, o fratikoù, o skoazellerien a-genwerzh, o c'hamaraded politikel, ha kement zo, rak ne fello ket d'ar re-se bezañ lousaet gant brud fall hoc'h enebourien.

2015
Référence : DISENT p56

Kuit da vezañ tapet fall, neuze, ez eo ret deoc'h labourat evit ma vefe sellet ouzh ho strollad evel unan reizh, ha ma c'hallfe ar mediaoù krediñ er pezh a lârit.

2015
Référence : DISENT p123

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux