Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. Dezhañ perzhioù a blij da skiantoù an den, d'ar gweled ha d'ar c'hleved dreist-holl. Honnezh zo plac'h vrav. Unan eus ar bravañ loened eo ar marc'h. Gwinizh brav zo en e bark. Ur son war un ton brav. [1878] C’hoarzhin a rae kalonek gant an neb a gonte dezhañ a-du ur marvailh brav. [1944] An tour a zo eus ar bravañ. DHS. kaer, koant. ES. divalav, euzhus, hakr, hudur, vil. 2. Ent strizh Gwisket en un doare plijus. Degouezhet e oa yaouankizoù brav. DHS. cheuc'h, faro, kran. 3. (db. an amzer) Plijus, dre ma'z eo tomm, dre ma'z eo sklaer an oabl, h.a. Gant ma chomo brav an amzer. ES. divalav, fall, vil. 4. Zo evel ma tere. Al lec'h goudoret-mañ zo brav evit azezañ. 5. KOZH Pinvidik, a renk uhel. Enoret e vez gant an dud vrav. DHS. bras. II. Stn. 1. (gant un ak. o verkañ ur c'hementad en amzer, en egor, arc'hant, h.a.) Hir, mat, bras a-walc'h. Ur pennadig brav omp chomet da gaozeal. Un tamm brav a gig zo el loen-se. Un tamm brav a goll am boa bet warlene. [1877] P’en em gavas an Aotrou person hag e gamarad war ribl ar stêr, e oa aet dija ur pennad brav ar soudard gant an dour. [1925] Ur vent vrav a blac’h anezhi, ur c’hlazardenn, sklaer he lagad, du he blev. [1954] Va zad-kozh, Jakez an Aubin, a oa un den a vent vrav, treut ha kreñv [...]. [1980] Meur a gentel 'vije da sevel diwar-benn c'hwitadenn vrav Montroulez. 2. Dre zismeg, diw. c'hoap Dezhañ doareoù seven, plijus met touellus marteze. Ar re-se zo kaozeerien vrav. 3. Dre eilp. Dellezek da vezañ disprizet. Un den brav a ran ganit : ur paourkaezh den out. & Bravat stad ! : pebezh stlabez, nag un dizurzh ! III. Doar. A. (gant ar furm verb eo, hep rener) 1. (dirak un av.) Plijus. Brav eo bezañ e-tal an tan. N'eo ket brav bezañ o labourat dindan an holl amzer. [1924] Brav [e] vo du-hont, war an traezh, c’hoari gant ar re all ! a c’hwezhe dezhañ, en e skouarn, huanadenn ar c’hoantegezh. [1944] Lotei a zo ur vro c’hlas, ur vro dudius, hag e vefe brav bevañ enni. 2. (dirak un av.) Brav eo gouzout : anat eo. HS. aes, sklaer. & (en ul lav. nac'h) N'eo ket brav kaout d'ober outo : n'eo ket aes, plijus kaout d'ober outo. Ne oa ket brav kregiñ en e golier : kreñv e oa, barrek d'en em zifenn. [1944] « C’hoarezed », eme Lom, « n’eo ket brav d’ur breur displantañ gevier dezho. » 3. Trl. BRAV EO DA UB. : gwell a-se evitañ. [1877] Brav c’hoazh e oa bet dezhañ, war ar gont a rae, pa n’oa ket bet bruzunet kement tra a yoa en e di. 4. Trl. N'EO KET BRAV (+ AV.): n'eo ket dereat. N'eo ket brav droukkomz eus e vignoned. [1924] Ar barner a oa un aotrou ha n’oa ket brav delc’her penn outañ. 5. Trl. BEZAÑ BRAV GANT UB. OBER UDB. : kaout plijadur oc'h ober an dra-se. Brav eo ganin kejañ ouzhoc'h adarre. 6. Trl. (dirak un islav.) BRAV EO : peadra zo da vezañ laouen. C'hoazh eo brav pa n'o deus ket flastret ar bokedoù. 7. Yac'h. Ha pa voe brav a-walc'h e c'houlennas udb. digant ar seurezed. B. (gant ar v. kavout) 1. Plijus da welet pe da glevet. Me a gav brav an daolenn-se. [1867] Pa guitaas ar re-mañ bro an Azia, evit dont da chom en Europa, i a zegasas d'ho heul Marvailhoù an tad-kozh hag ar vamm-gozh a gavent brav a-vihanik. 2. Dre skeud. (gant kavout en e st. nac'h) Mat, reizh. Ne gavan ket brav e vefe kastizet evel-se.

Exemples historiques : 
105
Masquer la liste des exemples

brav eo an afer

1659
Référence : LDJM.1 pg (la chose) va (bien)

brav

1659
Référence : LDJM.1 pg beau, bien, somptueux

den brav

1659
Référence : LDJM.1 pg braue homme

tud vrav

1732
Référence : GReg pg beau (un bel homme, un joli homme)

amzer vrav

1732
Référence : GReg pg beau(-tems)

ur plac'h vrav

1732
Référence : GReg pg beau(-tems) (une belle fille, jolie fille)

plac'hed vrav

1732
Référence : GReg pg beau(-tems) (une belle fille, jolie fille)

un den brav

1732
Référence : GReg pg brave (honête, galand)

tud vrav

1732
Référence : GReg pg brave (honête, galand)

bravoc'h

1732
Référence : GReg pg brave (leste, bien vêtu)

bravañ

1732
Référence : GReg pg brave (leste, bien vêtu)

bezañ brav

1732
Référence : GReg pg (etre) brave (leste)

bet brav

1732
Référence : GReg pg (etre) brave (leste)

an dudjentil ar re vravañ

1732
Référence : GReg pg fleur (La fleur de la noblesse, l'élite.)

bravañ

1732
Référence : GReg Rakskrid

rentañ brav

1732
Référence : GReg pg enjoliver (rendre plus joli)

ezmañ brav, manifik

1732
Référence : GReg pg (il est en bonne) disposition (il se porte bien)

Un den brav eo mard eus.

1732
Référence : GReg pg galant (C'est un galant homme.)

bravat teod !

1732
Référence : GReg pg (que cet homme est) disert (qu'il s'explique en beaux termes, nettement & facilement!)

un den eo evit ar bravañ

1732
Référence : GReg pg (c'est un très) digne (homme)

un duard brav eo

1732
Référence : GReg pg (c'est un beau) brun

bout brav

1732
Référence : GReg pg (etre) brave (leste)

bezañ brav

1732
Référence : GReg pg (etre) brave (leste)

brav a-walc'h emañ

1732
Référence : GReg pg (il est en assez bonne) dispositio

ar bravañ tudjentil eus ar vro

1732
Référence : GReg pg fleur (La fleur de la noblesse, l'élite.)

brav

1732
Référence : GReg pg beau (joli), bien (ad. comme il faut, de la bonne maniere), bienfait (bienfaite), brave (leste, bien vêtu), gentiment

bravoc'h

1732
Référence : GReg pg beau (joli), bienfait (bienfaite)

bravañ

1732
Référence : GReg pg beau (joli), bienfait (bienfaite)

brav

1732
Référence : GReg pg beau (joli)

bravañ

1732
Référence : GReg pg beau (joli)

bravoc'h

1732
Référence : GReg pg beau (joli)

bravañ

1732
Référence : GReg pg (beau) joli

un den brav

1732
Référence : GReg pg beau (un bel homme, un joli homme)

Ar bravañ am bezo.

1850
Référence : GON.II pg braô ou brav (J'aurai le plus beau).

brav

1850
Référence : GON.II pg braô, brav, bravoc'h

Bravoc’h amzer a ra hiriv evit dec’h.

1850
Référence : GON.II p.64

brav, brav !

1850
Référence : GON.II p.58, "bravo, vivat ! "

bravoc'h

1850
Référence : GON.II pg braô, braoc'h

bravoc'h eo hemañ

1850
Référence : GON.II pg braô

brav

1850
Référence : GON.II pg braô, brav (Beau, qui plaît à l'œil. Agréable. Joli. Gentil), bravaat

bravañ

1850
Référence : GON.II pg braô, brav (au superlatif, "brava", le plus beau, le plus joli, etc.)

bravoc'h

1850
Référence : GON.II pg braô (au comparatif, "braoc'h" ou "bravoc'h", plus beau, plus joli, etc.), bravoc'h

Ur plac'h vrav eo.

1850
Référence : GON.II pg braô (C'est une belle fille, une jolie fille).

dilhad brav

1850
Référence : GON.II.HV pg dilad-braô (Toilette, détail de l'ajustement. Habillement soigné).

D'an diskar-loar e teuy marteze an amzer vrav.

1850
Référence : GON.II pg diskar-loar (Le beau temps viendra peut-être au décours de la lune).

N'eo ket brav da un den yaouank diveureiñ.

1850
Référence : GON.II pg diveûret (Il n'est pas beau à un jeune homme de se lever tard).

Brav

1850
Référence : GON.II p.23, livre premier, "agréable".

bravoc'h

1850
Référence : GON.II p.23, livre premier, "plus agréable".

ar [b]ravañ

1850
Référence : GON.II p.23, livre premier, "le plus agréable".

Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet ; hag o klevet ker brav dudi, an holl a rae e veuleudi

1867
Référence : MGK p22

Pa guitaas ar re-mañ bro an Azia, evit dont da chom en Europa, i a zegasas d'ho heul Marvailhoù an tad-kozh hag ar vamm-gozh a gavent brav a-vihanik.

1867
Référence : MGK Rakskrid V

Petra bennak m'en doa troet Mojennoù Faedr hervez kiz e barrez, ne oant ket hervez kiz an dud desket-kaer; gant ar soñj d'o lakaat bravoc'h, e varellas anezho a dammoù galleg dastumet e kêr, traoù ken divalo ha ken iskis e brezhoneg ma'z int evel kozh peñselioù ruz pe c'hlas gwriet ouzh ur sae wenn gant ur c'hemener mezv-dall.

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

Hogen ar brezhoneg a gomzed e Kerzaoulaz, evitañ da vezañ, evel ma welit, bravoc'h eget hini an dudjentil kouezhet dioc'h lost ar c'harr, ne oa ket atav dinamm a-grenn.

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

aet eo aze d'al leur nevez, Fieka Kalvez eus e gostez, gante pep a abid nevez, bravañ daou den yaouank o vale

1874
Référence : GBI.II p468

leal, aet eo d'al leur nevez, an hini a gar eus he gostez, indani 'n abid satin gwenn; Doue, bravañ da femelenn; indanañ 'n abid satin gris; bravañ den yaouank a welis

1874
Référence : GBI.II p480

Brav c’hoazh e oa bet dezhañ, war ar gont a rae, pa n’oa ket bet bruzunet kement tra a yoa en e di.

1877
Référence : EKG.I. p.250

P’en em gavas an Aotrou person hag e gamarad war ribl ar stêr, e oa aet dija ur pennad brav ar soudard gant an dour.

1877
Référence : EKG.I. p.305

Ar soudard a c’haloupe ivez war o lerc’h en ur grial outo chom a-sav ; gounit a rae warnezho un nebeudig marteze, mes evelato edont un tamm brav a-raok p’en em gavjont e traoñ ar park.

1877
Référence : EKG.I. p.303

— Un tamm brav a zispign ec’h eus bet eno evelato.

1877
Référence : EKG.I. p.229

C’hwi a zo farserien hag a zo brav deoc’h kaozeal ; mar o pije bet un Ester evel va hini-me !...

1877
Référence : EKG.I. p.221

Pa’z it en un iliz, savit ho taoulagad, hag e welfet, a bep tu, sent dibennet, mein-benerezh ar re vravañ kizellet, torret ha bruzunet a daolioù morzhol diskiant ; gwer livet en ur c’hiz ken dudius, faoutet, e meur a damm, abalamour ma’z e oa warnezho patrom hor Salver, staget ouc’h ar groaz.

1877
Référence : EKG.I. p.172

E parrez Pluzuned em eus ur vereuri eus ar re vravañ, hag enni ur merour eus ar re gentañ, atav arc’hant en e c’hodell da baeañ e C’houel-Mikael pa deu ar poent.

1877
Référence : EKG.I. p.92

An hu a vije bet war hol lerc’h ; marteze zoken e vije en em gavet gwazh ganeomp, rak n'eo ket brav kouezhañ etre daouarn kañfarted kêr.

1877
Référence : EKG.I. p.67

Ni, micherourien diwar ar maez, a labour a-greiz-kalon a-hed ar sizhun ; ha pa c’hellomp kaout daou wennegad da Sul, eo brav deomp.

1877
Référence : EKG.I. p.66

Mar hoc’h eus c’hoant da lenn ha da ganañ ar c’hanaouennoù-se, n’hoc’h eus nemet kemeret al levrig brav en deus skrivet war gouel Landreger an Aotrou [Kozh], person ar C’hozh[v]arc’had.

1877
Référence : EKG.I. p.29

N’oa ket ar c’homzoù-se keloù brav d’am skouarn.

1878
Référence : EKG.II p.25

Hag e teuas da soñj din e gwigour ar gleizenn hag e grigoñs ar vuduren. Anat e oa din e oan dizoloet hag edo ar c’hlask war va lerc’h ; n’oa ket brav an traoù ganen.

1878
Référence : EKG.II p.125

Tro Paol ar Forn a zigas da soñj din eus a un dra hag a reas un den a yoa a-du gant ar Republik. Mont a ran d’her c’hontañ deoc’h, rak ne gaver ket alies da gontañ traoù brav ha mat graet gant ar republikaned.

1878
Référence : EKG.II p.191

Pep hini a lavare e soñj, mes hini anezho ne wele an traoù war an du vrav.

1878
Référence : EKG.II p.59

Arabat eo deoc’h lavaret ho pezo komzet ger ebet ouzhin-me, rak ur gwalldro a c’hellfec’h ober din ; bremañ n'eo ket brav fiziout e den.

1878
Référence : EKG.II p.221

Ha n’oa ket brav gwelet hanter-kant soudard o kaout aon rak ur vaouez ?

1878
Référence : EKG.II p.284

C’hoarzhin a rae kalonek gant an neb a gonte dezhañ a-du ur marvailh brav.

1878
Référence : EKG.II p.312

D’ar mare-se n’oa ket brav reiñ golo d’an holl, da dud eveldon-me dreist pep tra, a ouied a yoa bet e emgann Kergidu.

1878
Référence : EKG.II p.35

un den brav

1909
Référence : BROU p. 208 (un homme avenant, de bonnes manières)

DA EVESHAAT : Dreist-holl, lennerien ger, na vez ket e vefec’h souezhet pa welot hor gourdadoù oc’h ober en o buhez, en o menozioù, en o oberoù, evel paganed. Paganed ez oant-i e gwirionez, ha n’oufed gortoz anezho da gomz ha d’en em ren evel kristenien, pa n’oant ket ! Bravoc’h a se n’eo ken an taolioù-kaer o deus graet !

1923
Référence : SKET p.7

Ar barner a oa un aotrou ha n’oa ket brav delc’her penn outañ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1031 (Gouere-Eost 1924)

Gwelout a reas ar bugelig kousket. Mat e kavas e gemerout da advab ; e vennigañ a eure hag e lavaras : « Bravat skor e vo ar bugel-mañ d’an doueed en o stourmad ouzh ar ramzed du ! »

1924
Référence : SKET.II p.9

Amañ omp brav-meurbet evit ober ur gaozeadenn, rak, hervez m’her gwelan, falvezout a ra deoc’h klevet buhez Bilzig.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

— Ya, ya, kasit anezhañ d’an ospital : bravoc’h e vo dezhañ eno, ha c’hwi ho po unan a nebeutoc’h da vagañ… Anez da se ?… Dour ho po da evañ, dour a zo er puñs. Bara ? a belec’h ? Salver Jezuz, a belec’h ?…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

Brav [e] vo du-hont, war an traezh, c’hoari gant ar re all ! a c’hwezhe dezhañ, en e skouarn, huanadenn ar c’hoantegezh.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Ur vent vrav a blac’h anezhi, ur c’hlazardenn, sklaer he lagad, du he blev.

1925
Référence : BILZ2 p.150

brav

1927
Référence : GERI.Ern pg brao

brav

1927
Référence : GERI.Ern pg brao

Al labour a raent a oa tenn ha risklus, rak ar c'hirinoù a gempennent a oa leun-kouch a vateri tarzhus ha kabellet gant ur viñs-enaou-tan. N'oa ket brav, m'el lavar deoc'h, firbouchat re an obuzioù-se na kennebeut c'hoari ruilh-kaik ganto. N'eo ket gant tud moñs kennebeut all, e vefent bet lakaet a-rezadoù an eil war c'horre egile.

1929
Référence : SVBV p6

kavout brav

1931
Référence : VALL pg aimer (trouver bon)

brav

1931
Référence : VALL pg beau, bravo

brav eo ganin

1931
Référence : VALL pg (il m'est) agréable (de)

brav-bras

1931
Référence : VALL pg bien (mieux)

An tour a zo eus ar bravañ.

1944
Référence : EURW.1 p17

E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.

1944
Référence : EURW.1 p10-11

En ur vro vrav, en ur vro veneziek, pe war ribl ar mor, pe e-kreiz ar c'hoadoù bodennek, eo e sav spered an dud yaouank betek brasder an Divent.

1944
Référence : EURW.1 p14

Gouzout a ran, meur a zen n’anavez ket Lotei gwelloc’h eget ar C’hamtchatka pe ar Beloutchistan, ha, koulskoude, Lotei a zo ur barrezig vihan vrav a Vro-Gernev.

1944
Référence : ATST p.9

Lotei a zo ur vro ker kaer ! ker sioul ! ker peoc’hus ! Ar stêr en un tu, ar menez en tu all. Lotei a zo ur vro c’hlas, ur vro dudius, hag e vefe brav bevañ enni.

1944
Référence : ATST p.10

— « Job. » — « Petra ’zo, Lom ? » — « Job, hon eontr a zo marv. » — « Gouzout a ran. Trist, trist eo. » — « C’hwi ’gav ? » — « O ! ne gavan ket, mes bravoc’h eo lavarout evel-se. » — « Ya ! dirak an dud, Job… Dirazon-me, avat… »

1944
Référence : ATST p.17-18

« C’hoarezed », eme Lom, « n’eo ket brav d’ur breur displantañ gevier dezho. » — « Padal ur vamm », eme Job, « a gred gwall alies gaou bras ha gaou bihan he mab. »

1944
Référence : ATST p.72

An afer Dreyfus he doa rannet ar C’hallaoued etre div gostezenn : yaouankizoù ar skolioù-uhel a gave brav goapaat ar « brageier lêr kozh », ha diskouez evel-se pegen digabestret e oa o empennoù…

1944
Référence : EURW.1 p.197

Mont a rejomp d'e di, ur brav a genkiz, gant ur gael en tu a-raok hag ur c'hloc'h da son.

1944
Référence : EURW.1 p55

Nann, ne oa ket brav bezañ skoliad d'ar c'houlz-se : ar vugale a sponte pa lavare o zud dezho : « Paotr bihan, ret e vo dit mont d'ar skol ».

1944
Référence : EURW.1 p22

- Emaoc'h o vont da welout ho tousig, breur Arturo ? - Gant ar vezh, breur Alano ! N'hoc'h eus ket mezh o komz evel-se ? - Bez' ez oc'h ur vrav a stipadenn atav ! a deñsas ar c'hwitouz.

1949
Référence : SIZH p.44

Kent diskenn d'e gefridi en iliz, e oa aet ar breur Arturo d'ar stivell d'en em walc'hiñ. Brav e oa houmañ, e disheol ur bodad gwez lore, o stankañ ar vali e tu ar c'hreizteiz [sic, ar c'hreisteiz].

1949
Référence : SIZH p.43

Va zad-kozh, Jakez an Aubin, a oa un den a vent vrav, treut ha kreñv, lemel e varv a rae da [sic] Sadorn, nemet ur pezh torkad reun louet miret gantañ a bep tu d'e zremm krizennet e-giz an darn vuiañ eus martoloded gwechall rak, atav o loveal du-mañ ha du-hont war vourzh listri-brezel, bevet en devoa e-pad pemp bloaz warn-ugent pell-pell eus e vro.

1954
Référence : VAZA p.8-9

Meur a gentel 'vije da sevel diwar-benn c'hwitadenn vrav Montroulez.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 2

Un tammig pelloc'h e teu an aod da vezañ roc'hellek, hag e weler an tarzhioù o lammat war ar c'herreg en ur eonenniñ : ne ve ket brav kaout ezhomm da vont en aod amañ !

1985
Référence : DGBD p15

Hag, ouzhpenn se, e vo roet ur skeudenn deus ar re vravañ, difeuls-tre ha kazi kenedus.

2015
Référence : DISENT p97

"Brav eo dit risignal aze, brav war da gorf dirak ar skramm. Ma pakan ac'hanout oc'h ober pasiantoù e'z flatoullin." Treiñ a ra ouzhin. "Oc'h ober pasiantoù e vez dibaouez."

2015
Référence : EHPEA p20

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux