Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Dezhañ perzhioù a blij da skiantoù an den, d'ar gweled ha d'ar c'hleved dreist-holl. Honnezh zo plac'h vrav. Unan eus ar bravañ loened eo ar marc'h. Gwinizh brav zo en e bark. Ur son war un ton brav. DHS. kaer, koant. ES. divalav, euzhus, hakr, hudur, vil. 2. Ent strizh Gwisket en un doare plijus. Degouezhet e oa yaouankizoù brav. DHS. cheuc'h, faro, kran. 3. (db. an amzer) Plijus, dre ma'z eo tomm, dre ma'z eo sklaer an oabl, h.a. Gant ma chomo brav an amzer. ES. divalav, fall, vil. 4. Zo evel ma tere. Al lec'h goudoret-mañ zo brav evit azezañ. 5. KOZH Pinvidik, a renk uhel. Enoret e vez gant an dud vrav. DHS. bras. II. Stn. 1. (gant un ak. o verkañ ur c'hementad en amzer, en egor, arc'hant, h.a.) Hir, mat, bras a-walc'h. Ur pennadig brav omp chomet da gaozeal. Un tamm brav a gig zo el loen-se. Un tamm brav a goll am boa bet warlene. [1877] P’en em gavas an Aotrou person hag e gamarad war ribl ar stêr, e oa aet dija ur pennad brav ar soudard gant an dour. 2. Dre zismeg, diw. c'hoap Dezhañ doareoù seven, plijus met touellus marteze. Ar re-se zo kaozeerien vrav. 3. Dre eilp. Dellezek da vezañ disprizet. Un den brav a ran ganit : ur paourkaezh den out. & Bravat stad ! : pebezh stlabez, nag un dizurzh ! III. Doar. A. (gant ar furm verb eo, hep rener) 1. (dirak un av.) Plijus. Brav eo bezañ e-tal an tan. N'eo ket brav bezañ o labourat dindan an holl amzer. 2. (dirak un av.) Brav eo gouzout : anat eo. HS. aes, sklaer. & (en ul lav. nac'h) N'eo ket brav kaout d'ober outo : n'eo ket aes, plijus kaout d'ober outo. Ne oa ket brav kregiñ en e golier: kreñv e oa, barrek d'en em zifenn. 3. Trl. BRAV EO DA UB. : gwell a-se evitañ. [1877] Brav c’hoazh e oa bet dezhañ, war ar gont a rae, pa n’oa ket bet bruzunet kement tra a yoa en e di. 4. Trl. N'EO KET BRAV (+ AV.): n'eo ket dereat. N'eo ket brav droukkomz eus e vignoned. [1924] Ar barner a oa un aotrou ha n’oa ket brav delc’her penn outañ. 5. Trl. BEZAÑ BRAV GANT UB. OBER UDB. : kaout plijadur oc'h ober an dra-se. Brav eo ganin kejañ ouzhoc'h adarre. 6. Trl. (dirak un islav.) BRAV EO : peadra zo da vezañ laouen. C'hoazh eo brav pa n'o deus ket flastret ar bokedoù. 7. Yac'h. Ha pa voe brav a-walc'h e c'houlennas udb. digant ar seurezed. B. (gant ar v. kavout) 1. Plijus da welet. Me a gav brav an daolenn-se. 2. Dre skeud. (gant kavout en e st. nac'h) Mat, reizh. Ne gavan ket brav e vefe kastizet evel-se.

Skouerioù istorel : 
100
Kuzhat roll ar skouerioù

brav

1659
Daveenn : LDJM.1 pg beau, bien, somptueux

brav eo an afer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (la chose) va (bien)

den brav

1659
Daveenn : LDJM.1 pg braue homme

un duard brav eo

1732
Daveenn : GReg pg (c'est un beau) brun

bravañ

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

brav

1732
Daveenn : GReg pg beau (joli), bien (ad. comme il faut, de la bonne maniere), bienfait (bienfaite), brave (leste, bien vêtu), gentiment

bravoc'h

1732
Daveenn : GReg pg beau (joli), bienfait (bienfaite)

bravañ

1732
Daveenn : GReg pg beau (joli), bienfait (bienfaite)

brav

1732
Daveenn : GReg pg beau (joli)

bravoc'h

1732
Daveenn : GReg pg beau (joli)

bravañ

1732
Daveenn : GReg pg beau (joli)

bravañ

1732
Daveenn : GReg pg (beau) joli

un den brav

1732
Daveenn : GReg pg beau (un bel homme, un joli homme)

tud vrav

1732
Daveenn : GReg pg beau (un bel homme, un joli homme)

amzer vrav

1732
Daveenn : GReg pg beau(-tems)

ur plac'h vrav

1732
Daveenn : GReg pg beau(-tems) (une belle fille, jolie fille)

plac'hed vrav

1732
Daveenn : GReg pg beau(-tems) (une belle fille, jolie fille)

un den brav

1732
Daveenn : GReg pg brave (honête, galand)

tud vrav

1732
Daveenn : GReg pg brave (honête, galand)

bravoc'h

1732
Daveenn : GReg pg brave (leste, bien vêtu)

bravañ

1732
Daveenn : GReg pg brave (leste, bien vêtu)

bezañ brav

1732
Daveenn : GReg pg (etre) brave (leste)

bet brav

1732
Daveenn : GReg pg (etre) brave (leste)

bezañ brav

1732
Daveenn : GReg pg (etre) brave (leste)

bout brav

1732
Daveenn : GReg pg (etre) brave (leste)

un den eo evit ar bravañ

1732
Daveenn : GReg pg (c'est un très) digne (homme)

bravat teod !

1732
Daveenn : GReg pg (que cet homme est) disert (qu'il s'explique en beaux termes, nettement & facilement!)

ezmañ brav, manifik

1732
Daveenn : GReg pg (il est en bonne) disposition (il se porte bien)

brav a-walc'h emañ

1732
Daveenn : GReg pg (il est en assez bonne) dispositio

rentañ brav

1732
Daveenn : GReg pg enjoliver (rendre plus joli)

an dudjentil ar re vravañ

1732
Daveenn : GReg pg fleur (La fleur de la noblesse, l'élite.)

ar bravañ tudjentil eus ar vro

1732
Daveenn : GReg pg fleur (La fleur de la noblesse, l'élite.)

Un den brav eo mard eus.

1732
Daveenn : GReg pg galant (C'est un galant homme.)

bravoc'h

1850
Daveenn : GON.II p.23, livre premier, "plus agréable".

Ur plac'h vrav eo.

1850
Daveenn : GON.II pg braô (C'est une belle fille, une jolie fille).

dilhad brav

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dilad-braô

d'an diskar-loar e teuy marteze an amzer vrav

1850
Daveenn : GON.II pg diskar-loar

n'eo ket brav da un den yaouank diveureiñ

1850
Daveenn : GON.II pg diveûret

brav, brav !

1850
Daveenn : GON.II p.58, "bravo, vivat ! "

ar [b]ravañ

1850
Daveenn : GON.II p.23, livre premier, "le plus agréable".

Brav

1850
Daveenn : GON.II p.23, livre premier, "agréable".

bravoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg braô, braoc'h

bravoc'h eo hemañ

1850
Daveenn : GON.II pg braô

brav

1850
Daveenn : GON.II pg braô, brav, bravoc'h

brav

1850
Daveenn : GON.II pg braô, brav (Beau, qui plaît à l'œil. Agréable. Joli. Gentil), bravaat

bravañ

1850
Daveenn : GON.II pg braô, brav (au superlatif, "brava", le plus beau, le plus joli, etc.)

Bravoc’h amzer a ra hiriv evit dec’h.

1850
Daveenn : GON.II p.64

bravoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg braô (au comparatif, "braoc'h" ou "bravoc'h", plus beau, plus joli, etc.), bravoc'h

Ar bravañ am bezo.

1850
Daveenn : GON.II pg braô ou brav (J'aurai le plus beau).

Pa guitaas ar re-mañ bro an Azia, evit dont da chom en Europa, i a zegasas d'ho heul Marvailhoù an tad-kozh hag ar vamm-gozh a gavent brav a-vihanik.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet ; hag o klevet ker brav dudi, an holl a rae e veuleudi

1867
Daveenn : MGK p22

Hogen ar brezhoneg a gomzed e Kerzaoulaz, evitañ da vezañ, evel ma welit, bravoc'h eget hini an dudjentil kouezhet dioc'h lost ar c'harr, ne oa ket atav dinamm a-grenn.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

Petra bennak m'en doa troet Mojennoù Faedr hervez kiz e barrez, ne oant ket hervez kiz an dud desket-kaer; gant ar soñj d'o lakaat bravoc'h, e varellas anezho a dammoù galleg dastumet e kêr, traoù ken divalo ha ken iskis e brezhoneg ma'z int evel kozh peñselioù ruz pe c'hlas gwriet ouzh ur sae wenn gant ur c'hemener mezv-dall.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

leal, aet eo d'al leur nevez, an hini a gar eus he gostez, indani 'n abid satin gwenn; Doue, bravañ da femelenn; indanañ 'n abid satin gris; bravañ den yaouank a welis

1874
Daveenn : GBI.II p480

aet eo aze d'al leur nevez, Fieka Kalvez eus e gostez, gante pep a abid nevez, bravañ daou den yaouank o vale

1874
Daveenn : GBI.II p468

An hu a vije bet war hol lerc’h ; marteze zoken e vije en em gavet gwazh ganeomp, rak n'eo ket brav kouezhañ etre daouarn kañfarted kêr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.67

Mar hoc’h eus c’hoant da lenn ha da ganañ ar c’hanaouennoù-se, n’hoc’h eus nemet kemeret al levrig brav en deus skrivet war gouel Landreger an Aotrou [Kozh], person ar C’hozh[v]arc’had.

1877
Daveenn : EKG.I. p.29

P’en em gavas an Aotrou person hag e gamarad war ribl ar stêr, e oa aet dija ur pennad brav ar soudard gant an dour.

1877
Daveenn : EKG.I. p.305

Ar soudard a c’haloupe ivez war o lerc’h en ur grial outo chom a-sav ; gounit a rae warnezho un nebeudig marteze, mes evelato edont un tamm brav a-raok p’en em gavjont e traoñ ar park.

1877
Daveenn : EKG.I. p.303

Brav c’hoazh e oa bet dezhañ, war ar gont a rae, pa n’oa ket bet bruzunet kement tra a yoa en e di.

1877
Daveenn : EKG.I. p.250

— Un tamm brav a zispign ec’h eus bet eno evelato.

1877
Daveenn : EKG.I. p.229

C’hwi a zo farserien hag a zo brav deoc’h kaozeal ; mar o pije bet un Ester evel va hini-me !...

1877
Daveenn : EKG.I. p.221

Pa’z it en un iliz, savit ho taoulagad, hag e welfet, a bep tu, sent dibennet, mein-benerezh ar re vravañ kizellet, torret ha bruzunet a daolioù morzhol diskiant ; gwer livet en ur c’hiz ken dudius, faoutet, e meur a damm, abalamour ma’z e oa warnezho patrom hor Salver, staget ouc’h ar groaz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.172

E parrez Pluzuned em eus ur vereuri eus ar re vravañ, hag enni ur merour eus ar re gentañ, atav arc’hant en e c’hodell da baeañ e C’houel-Mikael pa deu ar poent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.92

Ni, micherourien diwar ar maez, a labour a-greiz-kalon a-hed ar sizhun ; ha pa c’hellomp kaout daou wennegad da Sul, eo brav deomp.

1877
Daveenn : EKG.I. p.66

Hag e teuas da soñj din e gwigour ar gleizenn hag e grigoñs ar vuduren. Anat e oa din e oan dizoloet hag edo ar c’hlask war va lerc’h ; n’oa ket brav an traoù ganen.

1878
Daveenn : EKG.II p.125

N’oa ket ar c’homzoù-se keloù brav d’am skouarn.

1878
Daveenn : EKG.II p.25

D’ar mare-se n’oa ket brav reiñ golo d’an holl, da dud eveldon-me dreist pep tra, a ouied a yoa bet e emgann Kergidu.

1878
Daveenn : EKG.II p.35

Pep hini a lavare e soñj, mes hini anezho ne wele an traoù war an du vrav.

1878
Daveenn : EKG.II p.59

un den brav

1909
Daveenn : BROU p. 208 (un homme avenant, de bonnes manières)

DA EVESHAAT : Dreist-holl, lennerien ger, na vez ket e vefec’h souezhet pa welot hor gourdadoù oc’h ober en o buhez, en o menozioù, en o oberoù, evel paganed. Paganed ez oant-i e gwirionez, ha n’oufed gortoz anezho da gomz ha d’en em ren evel kristenien, pa n’oant ket ! Bravoc’h a se n’eo ken an taolioù-kaer o deus graet !

1923
Daveenn : SKET p.7

— Ya, ya, kasit anezhañ d’an ospital : bravoc’h e vo dezhañ eno, ha c’hwi ho po unan a nebeutoc’h da vagañ… Anez da se ?… Dour ho po da evañ, dour a zo er puñs. Bara ? a belec’h ? Salver Jezuz, a belec’h ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

Brav [e] vo du-hont, war an traezh, c’hoari gant ar re all ! a c’hwezhe dezhañ, en e skouarn, huanadenn ar c’hoantegezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Ar barner a oa un aotrou ha n’oa ket brav delc’her penn outañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1031 (Gouere-Eost 1924)

Gwelout a reas ar bugelig kousket. Mat e kavas e gemerout da advab ; e vennigañ a eure hag e lavaras : « Bravat skor e vo ar bugel-mañ d’an doueed en o stourmad ouzh ar ramzed du ! »

1924
Daveenn : SKET.II p.9

Amañ omp brav-meurbet evit ober ur gaozeadenn, rak, hervez m’her gwelan, falvezout a ra deoc’h klevet buhez Bilzig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Ur vent vrav a blac’h anezhi, ur c’hlazardenn, sklaer he lagad, du he blev.

1925
Daveenn : BILZ2 p.150

brav

1927
Daveenn : GERI.Ern pg brao

brav

1927
Daveenn : GERI.Ern pg brao

Al labour a raent a oa tenn ha risklus, rak ar c'hirinoù a gempennent a oa leun-kouch a vateri tarzhus ha kabellet gant ur viñs-enaou-tan. N'oa ket brav, m'el lavar deoc'h, firbouchat re an obuzioù-se na kennebeut c'hoari ruilh-kaik ganto. N'eo ket gant tud moñs kennebeut all, e vefent bet lakaet a-rezadoù an eil war c'horre egile.

1929
Daveenn : SVBV p6

brav-bras

1931
Daveenn : VALL pg bien (mieux)

brav

1931
Daveenn : VALL pg beau, bravo

brav eo ganin

1931
Daveenn : VALL pg (il m'est) agréable (de)

kavout brav

1931
Daveenn : VALL pg aimer (trouver bon)

An afer Dreyfus he doa rannet ar C’hallaoued etre div gostezenn : yaouankizoù ar skolioù-uhel a gave brav goapaat ar « brageier lêr kozh », ha diskouez evel-se pegen digabestret e oa o empennoù…

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

Nann, ne oa ket brav bezañ skoliad d'ar c'houlz-se : ar vugale a sponte pa lavare o zud dezho : « Paotr bihan, ret e vo dit mont d'ar skol ».

1944
Daveenn : EURW.1 p22

An tour a zo eus ar bravañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

En ur vro vrav, en ur vro veneziek, pe war ribl ar mor, pe e-kreiz ar c'hoadoù bodennek, eo e sav spered an dud yaouank betek brasder an Divent.

1944
Daveenn : EURW.1 p14

E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.

1944
Daveenn : EURW.1 p10-11

Gouzout a ran, meur a zen n’anavez ket Lotei gwelloc’h eget ar C’hamtchatka pe ar Beloutchistan, ha, koulskoude, Lotei a zo ur barrezig vihan vrav a Vro-Gernev.

1944
Daveenn : ATST p.9

Lotei a zo ur vro ker kaer ! ker sioul ! ker peoc’hus ! Ar stêr en un tu, ar menez en tu all. Lotei a zo ur vro c’hlas, ur vro dudius, hag e vefe brav bevañ enni.

1944
Daveenn : ATST p.10

— « Job. » — « Petra ’zo, Lom ? » — « Job, hon eontr a zo marv. » — « Gouzout a ran. Trist, trist eo. » — « C’hwi ’gav ? » — « O ! ne gavan ket, mes bravoc’h eo lavarout evel-se. » — « Ya ! dirak an dud, Job… Dirazon-me, avat… »

1944
Daveenn : ATST p.17-18

« C’hoarezed », eme Lom, « n’eo ket brav d’ur breur displantañ gevier dezho. » — « Padal ur vamm », eme Job, « a gred gwall alies gaou bras ha gaou bihan he mab. »

1944
Daveenn : ATST p.72

Mont a rejomp d'e di, ur brav a genkiz, gant ur gael en tu a-raok hag ur c'hloc'h da son.

1944
Daveenn : EURW.1 p55

- Emaoc'h o vont da welout ho tousig, breur Arturo ? - Gant ar vezh, breur Alano ! N'hoc'h eus ket mezh o komz evel-se ? - Bez' ez oc'h ur vrav a stipadenn atav ! a deñsas ar c'hwitouz.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Kent diskenn d'e gefridi en iliz, e oa aet ar breur Arturo d'ar stivell d'en em walc'hiñ. Brav e oa houmañ, e disheol ur bodad gwez lore, o stankañ ar vali e tu ar c'hreizteiz [sic, ar c'hreisteiz].

1949
Daveenn : SIZH p.43

Meur a gentel 'vije da sevel diwar-benn c'hwitadenn vrav Montroulez.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Un tammig pelloc'h e teu an aod da vezañ roc'hellek, hag e weler an tarzhioù o lammat war ar c'herreg en ur eonenniñ : ne ve ket brav kaout ezhomm da vont en aod amañ !

1985
Daveenn : DGBD p15

"Brav eo dit risignal aze, brav war da gorf dirak ar skramm. Ma pakan ac'hanout oc'h ober pasiantoù e'z flatoullin." Treiñ a ra ouzhin. "Oc'h ober pasiantoù e vez dibaouez."

2015
Daveenn : EHPEA p20

Hag, ouzhpenn se, e vo roet ur skeudenn deus ar re vravañ, difeuls-tre ha kazi kenedus.

2015
Daveenn : DISENT p97

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial