Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. an traoù) Tra vrav. Melchon gwenn, tener, ur brav o gwelet. N'eo ket ur brav chom hep ober o lavarioù ouzh an dud-se. & Dre ast. [1931] UR BRAV : un dra blijus. [1931] Ur brav eo... [1931] N'eo ket ur brav gwelout... Ur brav eo gwelet e ra berzh en e studi. Ur brav n'eo ket bevañ gant hennezh. & Un dra aes. Ne oa ket ur brav mont betek ennañ. 2. (db. an dud) Den brav. & (en e furm venel) Eñ a lavare ne oan ket ur vrav. & Dre ast. Den iskis. Petra a ra an daou vrav-mañ em burev ? II. 1. Pezh zo brav. Gouzout diforc'hiñ ar brav, ar bravoc'h hag ar bravañ. 2. [2013] Taol braventez, pe ampartiz. [2013] Ar brav ma oa deuet gantañ a gennerzhas tud all da ober heñvel. 3. Trl. EN E VRAV : en e zilhad kaer. An holl gwisket en o brav.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

ur brav eo…

1931
Daveenn : VALL pg beau

n'eo ket ur brav gwelout…

1931
Daveenn : VALL pg beau

Ar fest-noz a oa c'hoazh goude, ha goude hanternoz, ar "Soubenn-Laezh". An daou bried, aet en o gwele, a rank dre vrav pe dre heg degemer un nebeut mignoned a zeu da ginnig dezho ur skudellad-laezh, a zo tremenet un neudenn en tammoù bara anezhi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.168-169

Ar brav ma oa deuet gantañ a gennerzhas tud all da ober heñvel.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 20

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial