Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Perzh ar pezh zo brav, hoalus. Kollet he gloar hag holl he braventez. Bamus eo braventez ar c'horn-bro-se. Er gambr e oa arrebeuri dister o braventez. HS. kaerder 2. Emzalc'h hegarat, madelezhus. Ne ra ket kalz a vraventez dezhi : ne ra ket brav dezhi. II. B. 1. Tra vrav. Bihan e oa o lojeiz met leun a vraventezioù. 2. Dre ast. Brageriz. Braventezioù evit kempenn gwiskamant un itron eus al lez.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

braventez

1732
Daveenn : GReg pg affiquets, braverie (beaux habits)

Ar plac'h yaouank-se na bren nemet braventezioù.

1850
Daveenn : GON.II pg braveñtez (Cette jeune fille n'achète que des objets de parure).

ar vraventez anezhi a ra ma sell an holl outi

1850
Daveenn : GON.II pg braveñtez

braventezioù

1850
Daveenn : GON.II pg braveñtez (certains ornements qu'on met sur les habits, des objets de parure, de toilette en général).

braventez

1850
Daveenn : GON.II pg braveñtez (Beauté. Agrément. Gentillesse. Ornement. Embellissement).

An dremm anezho, hirgelc’hiek, a oa leun a haelded hag a vraventez ; o fri hag o diweuz moan ha neuziet-kaer, o dent lintrus evel perlezennoù-gwer.

1923
Daveenn : SKET p.72

braventezioù

1927
Daveenn : Geri.ern pg brao

braventez

1927
Daveenn : Geri.ern pg brao

braventez

1931
Daveenn : VALL pg beau

Braventez hor bro eo a zo pennkaoz da se.

1944
Daveenn : EURW.1 p14

Evit a sell ouzh ar vraventez ez eo koulz ha Koula met evit a sell ouzh an hoalusted e tenn kentoc'h d'un tamm prenn. "E-barzh emañ," a lavar din teuc'h, hep sevel he fenn, pa dremenan dirazi, pezh a zeu da stardañ ma deznaou.

2015
Daveenn : EHPEA p20

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial