Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

Adv. A. 1. Gant plijadur. Ur banne gwin a yelo brav ganin. [1732] Eviñ va boutailhad a yelo brav ganen. & (dirak ur spizer) [1985] Met evel bep gwech e kaved atav muioc'h da ober eget na oa tu, hag e lezan brav-bras ar Foucaud da vont kuit hepton. HS. laouen. 2. En un doare plijus (d'ar gweled, d'ar c'hleved, d'ar galon, h.a.). Al liv-se a ya brav gant ar glaz : degouezhout a ra mat gantañ. Kanañ brav a ra, dont a ra brav ganti. Kouezhañ a ra brav an arc'hant er c'hef 3. En un doare seven, hegarat. Gouzout a ra kaozeal brav pa c'hoanta udb. E bedet en deus brav da gerzhet didrouz. & Trl. Ober brav da ub. : bezañ hegarat, madelezhus en e geñver. & (o komz ouzh ar vugale) Chom brav : chom sioul, reizh. 4. [1878] Mat [2015] Mat a-walc'h. An hini gozh a vale brav c'hoazh. Ar vugale zo savet brav a-benn bremañ : deuet int bras a-walc'h. [1878] Chom a ris ur pennad er c’hiz-se da c’houzout penaos tennañ ar bravañ va fleg evit mont betek an iliz. [1954] Brav-bravig e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn [...]. [2015] Skrivet eo al lizher gant lizherennoù ront stummet brav. & (dirak ur spizer) [1850] Brav-bras en em glevont. 5. Hep termal. Me am boa lavaret brav da hennezh mont er-maez. Deuet eo brav-mat da c'houlenn pardon. 6. Hep diaester, hep skoilh. Tu zo da c'hounit, brav ! 7. Trl. Plaen ha brav : gant aezamant. Darn a gomze plaen ha brav, mod o rannvro. [1954] Kloc'h ebet ne oa er chapel met plaen ha brav e rae va zonton hep kleier [...]. 8. Trl. Brav ha kempenn : troienn a reer ganti evit klozañ un diviz, pa vez emglev etre ar re a gemer perzh ennañ. B. Tr. adv. DRE VRAV. 1. (db. an dud, al loened) Hep e lakaat da daeriñ, da enebiñ. Dre vrav e vez kaset al loened d'ar foar. [1944] [...] ur vandenn baotred amsent, ne oa ket tu da zont a-benn anezho dre vrav. & [1927] Goustadik, gant ar brasañ aket. & C'hoari dre vrav gant ub. : mont dre gaer dezhañ. 2. Trl. [1931] Dre vrav pe dre c'hlav : ne vern dre beseurt amzer. 3. Trl. [2015] Dre vrav pe dre vil ; dre vrav pe dre nerzh : dre gaer pe dre heg. Dont a ray gantañ, dre vrav pe dre vil, mar er c'havont atav. [2015] Un tammig dre vrav, un tammig dre nerzh, hor boa lakaet anezhañ er-maez. V. Estl. (evit diskouez an asant, ar blijadur) Mat-tre. Gounezet o deus hor re - brav ! ya brav ! [1877] — Brav, brav, Roparzh Mengi, da zorn din ma stardin anezhañ. & (dirak ur spizer) [1931] brav-bras ! & (impl. div wech diouzh renk da greñvaat an dalvoudegezh) [1927] Brav-brav : mat-tre, dispar.

Exemples historiques : 
46
Masquer la liste des exemples

Er bloaz-mañ, setu ez eo bet kenteliet brav an eost.

1732
Référence : GReg pg Août (Cette année on a eû beau-temps pour faire l'Août).

Me a oar brav dioutañ.

1732
Référence : GReg pg fort-e (Je connois son fort & son foible.)

Eviñ va boutailhad a yelo brav ganen.

1732
Référence : GReg pg boire (je boirai bien ma bouteille)

brav a-walc'h ec'h ev

1732
Référence : GReg pg boire (il boit assez joliment)

Brav a-walc'h ez a e vanne gantañ.

1732
Référence : GReg pg boire (il boit assez joliment)

komziñ brav

1732
Référence : GReg pg bien (-dire, dire de bonne grace)

An eostig-hont a gan brav.

1850
Référence : GON.II p.70, "Ce rossignol-là chante bien".

Koueriadezed ar barrez-mañ a zo gwisket brav.

1850
Référence : GON.II pg kouériadez (Les paysannes de cette paroisse sont bien habillées).

brav, brav !

1850
Référence : GON.II p.58, "bravo, vivat ! "

Brav-bras en em glevont.

1850
Référence : GON.II pg klévet (Ils s'entendent fort bien, ils sont d'intelligence).

Dougen ur banerad bleuñv zo aesoc'h, a-dra-sur, hag an aotrou Milin a zoug skañv ha brav ar re en deus kutuilhet tu-mañ, tu-hont e liorzhoù ar Varvailherien gozh, e liorzh Yann ar Feunteun, dreist ar re all.

1867
Référence : MGK Rakskrid X

Ar gwel eus ar volz-se, ker brav kizellet gant hon tudoù kozh, ar brud eus a santelezh hag eus a virakloù sant Yvon a lakaas anezho da vont e kounnar.

1877
Référence : EKG.I. p.30

Ar vourc’hizien a zo mat d’en em fougeal a-bell ha da ober aon d’an dud diwar ar maez, mes pa ziskouezer an dent dezho, e ouzont brav-bras treiñ kein buan.

1877
Référence : EKG.I. p.264

Fourrañ plomm kalet ha yen e penn ar vuntrerien a ouzoc’h, o douarañ-holl, evel chas klañv, hennezh eo va mennozh. — Brav, brav, Roparzh Mengi, da zorn din ma stardin anezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.197

Chom a ris ur pennad er c’hiz-se da c’houzout penaos tennañ ar bravañ va fleg evit mont betek an iliz.

1878
Référence : EKG.II p.116

Ouzhpenm mac'h eo ar Groaz ur gelaouenn vat ha kristen, be[z]añ zo enni pennado-skrid en brezhoneg ha se a blij brav din.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ar re zo arc'hant 'n o yalc'h a zo brav de[zhe]. Pikez a goust lakaat ur park er stad-se.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Nemet ez oa ar penngadour karantezus outi oc’h ober brav dezhi evel d’unan eus e verc’hed.

1923
Référence : SKET p.22

— Ya, ya, kasit anezhañ d’an ospital : bravoc’h e vo dezhañ eno, ha c’hwi ho po unan a nebeutoc’h da vagañ… Anez da se ?… Dour ho po da evañ, dour a zo er puñs. Bara ? a belec’h ? Salver Jezuz, a belec’h ?…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

Dindan torrod Santez-Rosa, en abri ar C’hador[i]où, e vefomp brav-meurbet evit en em [z]isklabezañ eus an hudurnez-mañ.

1925
Référence : BILZ2 p.112

dre vrav

1927
Référence : GERI.Ern pg brao (délicatement, avec soin)

brav-brav !

1927
Référence : GERI.Ern pg brao (très bien)

brav ! brav-bras !

1931
Référence : VALL pg bravo

dre vrav pe dre c'hlav

1931
Référence : VALL pg (qu'il fasse) beau (ou mauvais).

ober brav da

1931
Référence : VALL pg (avoir des) attention(s pour)

(eviñ) va boutailhad a yelo brav ganin

1931
Référence : VALL pg boire

ober brav da ub.

1931
Référence : VALL pg agir (bien avec qqn)

kouezhañ a ra brav ar c'hartoù em daouarn

1931
Référence : VALL pg (fig. j'ai tous les) atout(s dans les mains)

Un hoalerezh korfel hepken ; karout a raen ar paotr-se evel em bije karet un dra graet brav, un daolenn livet kaer, un arvest denel teurgnet disi, un dremm goant a skede sklerijenn.

1944
Référence : EURW.1 p.193

Deuet e oamp zoken da sevel kenetrezomp ur seurt « breuriezh » dizalc'h, o tiwall ouzh evezh ar vestroù muiañ ma c'hellemp, o kuzhat outo er c'hornioù teñvalañ, o kemerout an tec'h e-pad ar baleadegoù evit mont da zibriñ bara amann ha da evañ jistr er mereurioù, en ur ger, ur vandenn baotred amsent, ne oa ket tu da zont a-benn anezho dre vrav.

1944
Référence : EURW.1 p43

War hent Lanurgad, Job ha Lom a oa nec’het ken na oant. An eil a lavare d’egile : — « Brav emaomp ganti ! Lom. » — « Domaj eo, Job, n’eo ket beuzet Herri. »

1944
Référence : ATST p.132

Dont a ra brav e c'hourc'hemennoù gant da varzh, Helgouarc'h... Nemet...

1949
Référence : SIZH p.55

Boue a dremenas ur pennad mat evit bezañ ur c'hwil hep e bar, met pa voe galvet da bennrener strollad listri ar Mor Kreizdouarek, ha pa gavas tro da ziskouez d'an holl pebezh mailh a oa war e vicher, setu ma c'hwitas ar brabañser war e grog ha leuskel a reas ar Goeben hag ar Breslau da skarañ plaen ha brav etrezek an Dardanelloù.

1954
Référence : VAZA p.113, notenn 1

Ha ken klok, ken brav e sache ar wazed a nerzh korf war fust ar roeñvoù ma skare ar gale kalz primoc’h eget na ruilhfe ur ganetenn war ar skorn, ha ma vanjomp bamet, krog ennomp ar c’hoant strakal daouarn en ur sellout outo.

1954
Référence : VAZA p.131

Brav-bravik e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war-vete nebeut ha betek-henn, kaer am [sic] eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !

1954
Référence : VAZA p.13

Kloc'h ebet ne oa er chapel met plaen ha brav e rae va zonton hep kleier, rak desket en devoa digant e geneil Mabig ar Remon ober gant e c'henou kement son a veze ret : gout' ouie [goût 'ouie] da skouer tintañ ar c'hlaz, an añjeluz, kloc'h an tan, ha dreist-holl brallañ ar c'hleier.

1954
Référence : VAZA p.23

« [...] Met soñj ervat evelkent, abalamour dezhi, ken brav hag he deus graet dit a-viskoazh ; bremañ pa ’z eo klañv, he c’hloazañ, ha zoken he lazhañ a ri mar kenderc’hez d’ober da benn-fall [benn fall] ».

1954
Référence : VAZA p.65

Ha va skritur ’ta, Salver ar bed ! ret eo evel-just d’ur fourier skrivañ ken brav, ken splann hag ur c’homis-noter pe grefier ul lez-varn, ha gallout ha rafe renerien al Liamm testeniañ n’on ket bete-vremañ dare, na tost, da vezañ war ar poent-se trec’h d’ar seurt Aotronez.

1954
Référence : VAZA p.79

Digant pet ha pet n'am eus ket klevet kement-mañ, ha n'eus ket gw[a]ll bell c'hoazh : « Pegen brav ivez 'ta e kane da vamm da Sul ar Sakramant pe da ouel Itron-Varia Hantereost ! »

1954
Référence : VAZA p.15-16

Met evel bep gwech e kaved atav muioc'h da ober eget na oa tu, hag e lezan brav-bras ar Foucaud da vont kuit hepton.

1985
Référence : DGBD p144

Ouzhpenn se e rank ar giton embann perak eo ac'hubet ar savadur, a-drugarez d'ul lugan sklaer ha soñjet brav evit ma c'hallfe skeiñ ar speredoù e-pad pell.

2015
Référence : DISENT p81

Deuet eo brav ganeoc'h pa vez gwell d'ar poliser gervel 2 pe 3 foliser all evit dibradañ ac'hanoc'h, kentoc'h evit kemer ar riskl da derriñ beg ho livenn-gein pe ho choug -dirak testoù !-.

2015
Référence : DISENT p94

Daou zen bihan hag en em ra brav-ral.

2015
Référence : EHPEA p59

Skrivet eo al lizher gant lizherennoù ront stummet brav.

2015
Référence : EHPEA p12

Ar pezh a zo sur avat, ne vo ket graet bravoc'h pe viloc'h ouzhoc'h hervez ma'z oc'h difeuls ha doujus pe get.

2015
Référence : DISENT p105

Dre chañs e oa Nikos, al liorzher, eno, hag, un tammig dre vrav, un tammig dre nerzh, hor boa lakaet anezhañ er-maez.

2015
Référence : EHPEA p75

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux