v.g.
1. (db. ar goulioù)
Dont un drouskenn war e c'horre.
Trouskennañ a ra an troc'h.
DHS. kigañ, kleizhennañ.
2. Dre skeud.
(db. ar ranngalon, ar boan-spered)
Distanañ, sioulaat.
Goude an obidoù e krogas buan ma gouli da drouskennañ.
[1955] Dre ma trouskennne va gouli, e vezen adarre laouen ha dibreder, petra bennak ma kaven bremañ gw[a]ll dreut va yalc’h : mil lur hepken da brenañ lienaj ha dilhad, ha d’ober ar seurt flipad hent !...
3. Dre ast. (db. an danvezioù blot)
Dont ur gwiskad kalet war e c'horre.
Ne vo ket al lec'hid evit trouskennañ ha kalediñ.
Référence :
GON.II
pg trouskenna (sa plaie s'est recouverte d'une croûte).
pa vez trouskennet divskouarn an deñved hag o genoù, ni a lavar tartous eus an dra-se
pa vez trouskennet diskouarn an denved hag ho ginou, ni a lavar tartouz eus an dra-ze.
1909
Référence :
BROU
p. 218
Dre ma trouskennne va gouli, e vezen adarre laouen ha dibreder, petra bennak ma kaven bremañ gwell [gwall] dreut va yalc’h : mil lur hepken da brenañ lienaj ha dilhad, ha d’ober ar seurt flipad hent !...