Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. 1. (db. ar goulioù) Dont un drouskenn war e c'horre. Trouskennañ a ra an troc'h. DHS. kigañ, kleizhennañ. 2. Dre skeud. (db. ar ranngalon, ar boan-spered) Distanañ, sioulaat. Goude an obidoù e krogas buan ma gouli da drouskennañ. [1955] Dre ma trouskennne va gouli, e vezen adarre laouen ha dibreder, petra bennak ma kaven bremañ gw[a]ll dreut va yalc’h : mil lur hepken da brenañ lienaj ha dilhad, ha d’ober ar seurt flipad hent !... 3. Dre ast. (db. an danvezioù blot) Dont ur gwiskad kalet war e c'horre. Ne vo ket al lec'hid evit trouskennañ ha kalediñ.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

trouskennañ

1850
Daveenn : GON.II pg trouskenna

trouskennañ

1850
Daveenn : GON.II pg trouskenna

Trouskennet eo e c'houli.

1850
Daveenn : GON.II pg trouskenna (sa plaie s'est recouverte d'une croûte).

pa vez trouskennet divskouarn an deñved hag o genoù, ni a lavar tartous eus an dra-se

1909
Daveenn : BROU p. 218

Dre ma trouskennne va gouli, e vezen adarre laouen ha dibreder, petra bennak ma kaven bremañ gwell [gwall] dreut va yalc’h : mil lur hepken da brenañ lienaj ha dilhad, ha d’ober ar seurt flipad hent !...

1955
Daveenn : VBRU p.20

Ofis publik ar brezhoneg