I.
1. Tra dister-tre.
Kondaonet e voe evit un netra. An netra ma'z on. Un netra a c'hall he mougañ.
2. Kementad dister-tre.
Laka din ur veskennad, un netra. E-pad un netra a amzer.
&
(en e furm vihanaat)
Mar c'hoarzher un netraig.
&
(en e furm vihanaat ha lies)
Tra didalvez.
Stag e oan ouzh an netraigoù am boa gwelet ha klevet.
&
Dre verr.
Prantad amzer berr-kenañ.
Ober a rin an dra-se dit en un netra.
&
Tr. adv. (en e furm vihanaat)
Un netraig : un disterañ.
Mar sellont un netraig an eil ouzh egile.
3. Kunuj.
Den didalvez.
Kozh netra !
II.
1. Impl. da adv. (en e furm vihanaat)
A-hed ur prantad bihan-kenañ a amzer.
N'oa ket bet netraig an drenkenn en e zorn ma oa saotret.
&
Un disterañ.
Tennet e voe eus ar skrid kement a denne netraig d'ar politikerezh.
2. Impl. da stn.
Hep talvoudegezh, aner.
Pa soñjan em eus roet holl ma amzer da draoù netra.
II.
H.g.
An netra : diouer a bep tra.
Tañva blaz an netra. Ne saver mann diwar an netra.
Ne vez atav e ti 'r gened / Nag ar furnezh nag ar spered ; / Ar pezh a vez peurliesañ / Eo lorc'h, fouge e-kreiz netra.
Ne vez atao e ti 'r gened / Nag ar furnez nag ar spered ; / Ar pez a vez peurliesa / Eo lorc'h, fouge e-kreiz netra.
1867
Référence :
MGK
p77
un netra
en nétra
1909
Référence :
BROU
p. 402 (rien; quand il est usité comme subsatantid l'accent se déplace : en nétra, un rien)
E-keñver da Aedobitus edo Nemobitus (6), an islonk distrad, divent, diharzoù, ma rene ennañ bepred an noz hag ar yenien, e lec’h n’oa tra a gement en dije buhez, domani ar Goullo, an Netra hag ar Marv.
E-kenver da Aedobitus edo Nemobitus (6), an islonk distrad, divent, diharzou, ma rene ennan bepred an noz hag ar yenien, e lec’h n’oa tra a gement en dije buhez, domani ar Goullo, an Netra hag ar Maro.