Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Tra dister-tre. Kondaonet e voe evit un netra. An netra ma'z on. Un netra a c'hall he mougañ. 2. Kementad dister-tre. Laka din ur veskennad, un netra. E-pad un netra a amzer. & (en e furm vihanaat) Mar c'hoarzher un netraig. & (en e furm vihanaat ha lies) Tra didalvez. Stag e oan ouzh an netraigoù am boa gwelet ha klevet. & Dre verr. Prantad amzer berr-kenañ. Ober a rin an dra-se dit en un netra. & Tr. adv. (en e furm vihanaat) Un netraig : un disterañ. Mar sellont un netraig an eil ouzh egile. 3. Kunuj. Den didalvez. Kozh netra ! II. 1. Impl. da adv. (en e furm vihanaat) A-hed ur prantad bihan-kenañ a amzer. N'oa ket bet netraig an drenkenn en e zorn ma oa saotret. & Un disterañ. Tennet e voe eus ar skrid kement a denne netraig d'ar politikerezh. 2. Impl. da stn. Hep talvoudegezh, aner. Pa soñjan em eus roet holl ma amzer da draoù netra. II. H.g. An netra : diouer a bep tra. Tañva blaz an netra. Ne saver mann diwar an netra.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

un netra

1732
Daveenn : GReg pg bibus

Ne vez atav e ti 'r gened / Nag ar furnezh nag ar spered ; / Ar pezh a vez peurliesañ / Eo lorc'h, fouge e-kreiz netra.

1867
Daveenn : MGK p77

un netra

1909
Daveenn : BROU p. 402 (rien; quand il est usité comme subsatantid l'accent se déplace : en nétra, un rien)

E-keñver da Aedobitus edo Nemobitus (6), an islonk distrad, divent, diharzoù, ma rene ennañ bepred an noz hag ar yenien, e lec’h n’oa tra a gement en dije buhez, domani ar Goullo, an Netra hag ar Marv.

1923
Daveenn : SKET p.27

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial